Degemer

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

71 873 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Menezioù Eryri : Y Lliwedd, Y Grib Goch, Yr Wyddfa (ar menez uhelañ), Garnedd Ugain

Yr Wyddfa (Snowdon e saozneg) zo ur menez e hanternoz Kembre, ar menez uhelañ er vro-se, gant 1085 metr a uhelder.

Emañ e Park Broadel Eryri, e kontelezh Gwynedd. Kern Yr Wyddfa eo menez uhelañ torosad Eryri. Un tren bihan zo da vont betek al lein adalek Llanberis. Savet e voe an hent-houarn-se e 1896.

Ur bern tud a bign gant ar menez, n’eo ket gant an tren, met war droad. E 2019 e oa bet ouzhpenn 590 000 a dud o kerzhet betek al lein, tra ma oa bet 140 000 den all o vont di gant an tren bihan. Bez’ ez eo ar menez eus Breizh-Veur ma teu ar muiañ a dud. Eus al lein e vez kaer ar gwel ha pa vez dizolo an amzer e c’haller gwelet betek Iwerzhon, Bro-Skos, Manav ha Bro-Saoz, ouzhpenn ma weler un tamm mat eus hanternoz ha kreiz Kembre.

E krec’h e kaver un ti da zegemer an douristed, anvet Hafod Eryri, gant un ostaleri digoret e 2009, e-lec’h an hini a oa bet savet er bloavezhioù 1930. An tren n’a en-dro nemet eus miz Meurzh da viz Here.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 24 a viz Mezheven 2022 ha Keleier ar vro.

Gustavo Petro

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, goustad, ha tremen 71 400 pennad zo bremañ. Er 84vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar swahileg hag ar veneteg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp er 80vet plas [2], etre ar c'hurdeg sorani hag ar woueg. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel buhezegezh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 31 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus


Yezh