23 Mae
deiziad
(Adkaset eus 23 a viz Mae)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
DarvoudoùAozañ
- 1430 : prizoniet eo Janed Ark gant soudarded Dugelezh Bourgogn, pa oa e penn un arme o vont da zieubiñ Compiègne.
- 1541 : lestrañ a ra Jakez Karter e Sant-Maloù, evit e drede beaj.
- 1568 : deroù ar Brezel pevar-ugent vloaz (1568-1648) etre an Izelvroioù ha Spagn, evit dizalc’hiezh an Izelvroioù.
- 1605 : embannadur Don Quijote gant Miguel de Cervantes.
- 1805 : Napoleon Bonaparte a zo kurunet Roue Italia, gant kurunenn houarn al Lombarded kozh, en iliz-veur Milano.
- 1813 : mont a ra Simón Bolívar, e penn un arme, da aloubiñ Venezuela, ha lesanvet eo El Libertador (An Dieuber, An Dizalc’her).
- 1915 : gant Italia eo disklêriet ar brezel da Aostria-Hungaria.
- 1926 : he Bonreizh degemeret gant Liban.
- 1929 : an dresadenn-vev kentañ gant komzoù eus Mickey Mouse, The Karnival Kid.
- 1934 : lazhet eo Bonnie Parker ha Clyde Barrow e Louisiana.
- 1949 : savet eo Republik kevreadel Alamagn, e kornôg Alamagn.
- 1977 : digoradur ar skol Diwan gentañ e Lambaol-Gwitalmeze.
- 1998 : en Norzhiwerzhon eo degemeret Emglev Gwener-ar-Groaz gant an dud, dre ur referendom.
GanedigezhioùAozañ
- 1052 : Fulup Iañ, roue Bro-C'hall.
- 1707 : Carl von Linné pe Carolus Linnaeus, skiantour svedat.
- 1848 : Otto Lilienthal, ijiner alaman.
- 1891 : Pär Lagerkvist, skrivagner svedek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh.
- 1951 : Anatolij Karpov, mestrc'hoarier echedoù rusian.
MarvioùAozañ
- 1498 : Girolamo Savonarola, manac'h dominikan ha prezegenner italian a renas war Firenze etre 1494 ha 1498.
- 1786 : Móric Beňovský, ergerzher slovak.
- 1857 : Augustin Louis Cauchy, jedoniour gall.
- 1906 : Henrik Ibsen, skrivagner norvegek.
- 1945 : Heinrich Himmler, torfedour nazi.
- 1992 : Atahualpa Yupanqui, barzh, kaner-sonaozer ha soner gitar arc'hantinat.
- 2003 : Jean Yanne, arzour gall.