Swahileg

yezh

Ar swahileg[1] pe swahili[2] (kiswahili er yezh-se end-eeun) zo ur yezh vantouek komzet e broioù reter Afrika, dreist-holl, gant meur a vilion a dud. Ouzhpenn 50 milion a dud a oar swahileg, daoust ma n’eus nemet etre 5 ha 10 milion a gomz ar yezh-se evel yezh kentañ[3].

Swahileg
(Kiswahili)
Perzhioù
Komzet e : Burundi, Kenya, Komorez, RD Kongo, Malawi, Mozambik, Ouganda, Rwanda, Tanzania
Rannved : Reter Afrika
Komzet gant : 5–10 milion (yezh kentañ), 50-60 milion (yezh kentañ pe eil yezh)
Familh-yezh : Yezhoù nijerek-kongoek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Unaniezh Afrika, Tanzania, Kenya, Ouganda
Akademiezh : Baraza la Kiswahili la Taifa
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 sw
ISO 639-2 swa
ISO 639-3 swa, swh, swc (Ethnologue)
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Tachenn ar swahileg

Ur gwir "lingua franca" pe yezh voutin eo deuet ar swahileg da vezañ e reter Afrika. Ur yezh ofisiel eo ivez en aozadur Unaniezh Afrika (asambles gant ar saozneg, ar galleg, an arabeg, ar spagnoleg hag ar portugaleg).

NotennoùAozañ

  1. Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon
  2. Termbret, 2005. Yezhoù – Langues – Languages. Ofis ar brezhoneg.
    Geriadur brezhoneg An Here (2001), pennger «swahili» (p. 1244b).
  3. L. Marten, "Swahili", Encyclopedia of Language and Linguistics, eil embannadur, 2005, Elsevier

Liammoù diavaezAozañ