Latin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Latin
(lingua latina)
Henyezh
Perzhioù
Komzet e : Keoded ar Vatikan
Rannved : Europa
Komzet gant : n'eus mammyezher ebet
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Indez-Europek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Keoded ar Vatikan
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 la
ISO 639-2 lat
ISO 639-3
Kod SIL LAT
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh italek eus kerentiad ar yezhoù indezeuropek eo al latin. Yezh ar Romaned en Henamzer e oa hag e voe implijet gant an diplomatiezh betek ar XVIvet kantved. Ur yezh voutin d'an holl vroioù europat ha kristen e oa diwar ar pouez a oa gant an Iliz katolik roman. Chomet eo un danvez-studi ret evit ar grennarded hag ar studierien en Europa betek derou an XXvet kantved goude Jezuz-Krist.

Renket eo al latin e-touez ar yezhoù aet da get ha koulskoude e chom unan eus an teir yezh ofisiel ma ra ar Sez Santel ganto goude bezañ bet yezh ret al liderezh katolik er C'hornôg (hag e chom implijet evit-se el liderezh tridentek). Ne vez ket mui desket d'an danvez-kloareged er c'hloerdioù, met e skolioù-meur pabel e Roma, e Breuriezh Sant Pius V hag e Breuriezh Sant Pius X ivez.

Un toullad tud o devez plijadur o komz e latin hag embann testennoù gant nevezc'herioù e-leizh (ober a ra ar Sez santel an dra-se ivez). N'eus nemet teurel ur sell ouzh Vicipedia, un doare latin eus Wikipedia ouzhpenn 120 000 pennad ennañ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezh-vamm ar yezhoù romanek eo al latin pa zeu meur a yezh europat eus al latin poblel, ha n'eo ket eus ar yezh lennegel tamm ebet.

Ar yezhoù romanek :

Ha yezhoù nann-romanek o deus degemeret ul lodenn vras eus o gerioù : an albaneg hag ar saozneg (gerioù gallek deuet er Grennamzer pa oa ar galleg, yezh ofisiel ar roueed saoz a oa bet duged Normandi e Bro-C'hall.

P'eo bet al latin yezh ar ouiziegezh hag an deskadurezh alies ha yezh an Iliz katolik roman e-pad kantvedoù, n'eo ket dic'hortoz m'en deus bet ul levezon bras war un toullad mat a yezhoù europat.

Latin ar Grennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù e vez graet gant latin izel evit termeniñ al latin skrivet eus diwezh an Henamzer betek mareoù kentañ ar Grennamzer. Goude e vez komzet eus latin ar Grennamzer. Latin klasel a vez graet eus ar yezh skrivet gant CiCero ha Jul Kaezar er c'hantved kent ar C'hrist.
E latin ar Grennamzer ez eus en em silet gerioù deuet eus ar yezhoù germanek hag ivez eus termenoù cheñchet o sterioù dindan levezon ar gristeniezh. Da skouer : Credo, scriptorium.
Ezhomm a oa en Europa ar Grennamzer eus jubennourien ha troourien evit mont eus al latin d'ar yezh lec'hel hag ar c'hontrol. E galleg e veze graet latiniers eus outo hag e brezhoneg latinerien. Chomet ez eus roud eus ar ger-se e Breizh pa gaver an anv-familh Latimier c'hoazh. Ar c'hentañ geriadur embannet e Breizh (hag e Bro-C'hall) eo bet ar C'hatolicon (1499), ur geriadur teiryezhek, brezhoneg-galleg-latin. Kelennet e veze al latin e brezhoneg evel e tiskouez an Donoet, ur yezhadur latin e brezhoneg.

Al latin bev[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek fin an XIXvet kantved e veze ret kinnig hag embann e latin tezennoù war ar medisinerezh ha war ar skiantoù. Paeet e veze ur studier latineger evit an droidigezh.

Chomet eo al latin yezh diplomatiezh ar Vatikan, met muioc'h-muiañ a ziaesterioù o devez ar gloer evit ober gantañ. Diaes eo d'ar gardinaled komz ha skrivañ ul latin a-zoare. Ne chomfe nemet daou gardinal e-doug bodad Sened-kardinaled 2005 (evit dilenn ar Pab) a zo bet gouest da gompren hag ar Pab nevez en o zouez.

Ur servij evit al latin modern ha kempred a ren ar Sez Santel ha 60 000 ger a zo bet ouzhpennet abaoe daou c'hant vloaz evit lakaat ar yezh a-blom gant ar bed kempred. Ne c'heller ket krediñ n'eo ket mui bev al latin c'hoazh ha pa vije lavaret ar c'hontrol d'an aliesañ.

Al latin hag Unaniezh Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech an amzer ec'h implij Unaniezh Europa al latin pa ne c'hell ket ober gant al liesyezhegezh ofisiel. Setu perak e ra gant formulennoù simpl e latin evel he ger-ardamez (sell ouzh ar foto).

Da vezañ kendalc'het

Gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • latinat a zo komz latin,
  • latinaat, lakaat e latin.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger latin er
wikeriadur, ar geriadur frank.