10 Kerzu
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1792 : deroù prosez Loeiz XVI (Bro-C'hall) e Palez an Teolerezhioù (Pariz).
- 1898 : sinadur Feur-emglev Pariz (1898) a baouez Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù Unanet.
- 1901 : deroet eo kentañ prizioù Nobel e Stockholm.
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1815 : Ada Lovelace (bet ganet Augusta Ada Byron), jedoniourez saoz, merc'h ar barzh saoz Lord Byron († 27 a viz Du 1852 e Londrez).
- 1908 : Olivier Messiaen, sonaozer gall († 27 a viz Ebrel 1992 e Clichy-la-Garenne).
- 1923 : Jorge Semprún, skrivagner ha politikour spagnol († 7 a viz Mezheven 2011 e Pariz).
- 1985 : Bu Xiangzhi, mestrc'hoarier echedoù sinaat.
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1037 : Ibn Sina (Avicenna), skiantour ha prederour muzulman (° 7 a viz Eost 980 en Afshana (Persia d'ar mare-se)).
- 1198 : Averroes, prederour ha skiantour (° 1126 e Córdoba (Al-Andalus d'ar mare-se)).
- 1865 : Leopold Iañ, kentañ Roue Belgiz (° 16 a viz Kerzu 1790 e Coburg (Sachsen-Saalfeld d'ar mare-se)).
- 1896 : Alfred Nobel, ijiner svedat ar prizioù Nobel (° 21 a viz Here 1833 e Stockholm).
- 1936 : Luigi Pirandello, skrivagner italian, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh (° 28 a viz Mezheven 1867 en Agrigento (Italia)).
- 1967 : Otis Redding, kaner-sonaozer ha produour stadunanat.
- 2006 : Augusto Pinochet, milour, politikour ha den-Stad eus Chile (° 25 a viz Du 1915 e Valparaíso (Chile)).
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Katoliked:
- Sant an deiz :
- e Breizh : sant Kouled ;
- e lec'h all : an den evurus John Roberts, merzher.
- Sant an deiz :