31 Kerzu
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 406 : penn-kentañ aloubadeg a-vras Galia gant an Alaned, ar Sueved hag ar Vandaled, goude ma treuzjont ar stêr Roen skornet.
- 1775 : Emgann Kebeg (kêr).
- 1944 : kentañ niverenn ar sizhunieg Le Fouet ; embannet e vo betek miz Gouere 1946.
- 1945 : ar gazetenn Le Télégramme a gemenn d'he lennerien e vo adlakaet e pleustr tailhañ ar bara ; 300 g (e-lec'h 350 g) an deiz evit an dud deuet.
- 1946 : embann ar ra Prezidant ar SUA, Harry Truman, eo echu ent-ofisiel gant an Eil Brezel-bed.
- 1961 : klozet eo ar Steuñv Marshall.
- 1972 : skignañ a ra trede chadenn an ORTF.
- 1991 : URSS divodet ent-ofisiel.
- 1992 : dibenn Tchekoslovakia.
- 1999 :
- Boris Yeltsin a ziskrog diouzh e garg hag a zo kemeret gant Vladimir Poutin.
- aotrouniezh klok Panamá war dachennad ar Ganol.
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (n'eo ket gwall asur an deiziad-mañ) 1491 : Jakez Karter, ergerzhour breizhat ha dizoloer Kanada († 1añ a viz Gwengolo 1557).
- 1738 : Jean Hermann, mezeg ha naturour gall.
- 1869 : Henri Matisse, livour gall († 3 a viz Du 1954 e Nisa).
- 1880 : George Marshall, sekretour-stad amerikan, a savas ar Steuñv Marshall (Priz Nobel ar Peoc'h) e 1953 († 16 a viz Here 1959 e Washington D.C.).
- 1899 : Jean Wall, aktour ha filmaozour gall.
- 1908 : Sir Simon Wiesenthal a glaskas war-lerc’h torfedourien nazi († 20 a viz Gwengolo 2005 e Vienna).
- 1931 : Michel Bernard, reder damhir gall.
- 1937 : Sir Anthony Hopkins, aktour kembreat.
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1807 : Jacques Cambry, kronikour, politikour ha tudoniour, diazezer an Akademiezh Keltiek (° 2 a viz Here 1749).
- 1877 : Gustave Courbet, livour ha dispac'hour gall (° 10 a viz Mezheven 1819 en Ornans).
- 1896 : Olier Souetr, barzh (savet gantañ “Gwerz Kêr-Is”) (° 28 a viz C'hwevrer 1831 e Plourin-Montroulez).
- 1954 : Eugene Znosko-Borovsky, mestrc'hoarier echedoù , skrivagner ha kelennour rusian (° 16 a viz Eost 1884 e Sant-Petersbourg).
- 1980 :
- Marcel Barzin, prederour, politikour ha mestrc'hoarier echedoù belgiat (° 25 a viz Here 1891 e Dinant).
- Raoul Walsh, filmaozer amerikan (° 11 a viz Meurzh 1887 e New York).
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Katoligiezh:
- Sent an deiz :
- sant Jelvestr, 33vet pab (etre 314 ha 335). Gant Kustentin Iañ, impalaer e oe e penn sened Arles (314) ha sened-meur Nikaia (325);
- santez Katarina Labouré (1806-1876), leanez eus Kevredad Merc'hed ar Garantez;
- sant Maeleg, diazezer manati Lanvaeleg.
- Sent an deiz :
- Noz Kalanna
Forzh gouelioù e-pad an noz el lodenn vrasañ eus ar bed evit an tremen d'ar Bloaz nevez.