Carl von Linné, pe Carl Linnaeus, a oa mezeg, louzawour ha kelenner e Skol-veur Uppsala e Sveden en XVIIIvet kantved. Gantañ e voe klasket rummata holl voudoù bev an Douar, en ul levr anvet Systema naturae, embannet e 1735. Diwar e labour e teu rummatadur reizhiadek ar bevien a zo en implij bremañ.
Gant Linné e voe roet da bep spesad un anv resis e latin, savet diwar daou c’her. Da skouer, Homo sapiens ("den a oar") evit an den. A-raok Linné e veze roet anvioù hir d’ar spesadoù, evit o diskrivañ. Gant skiantourien a veve er XVIvet kantved, an daou vreur Bauhin, e oa bet savet ar reizhiad anvadurioù daouel a zo implijet hiziv, met gant Linné an hini e voe lakaet an diazezoù-se da dalvezout a-vras.
Ur Protestant deol e oa Linné, ul Lutherad, hag evitañ e oa ar vevoniezh ur studi eus ar bed urzhiet gant Doue. Krediñ a rae e oa bet krouet al loened hag ar plant gant Doue ha ne oant ket cheñchet abaoe krouidigezh ar bed. Ar spesadoù, evitañ, ne gemment ket, er c’hontrol diouzh ar pezh a voe displeget diwezhatoc’h gant Charles Darwin. Daoust da se e oa krog da gas ar skiant war un hent a bellae diouzh kelenn ar relijion. Un arc’heskob lutherat a damallas dezhañ bezañ dizoue.
Bez e voe Linné unan eus diazezourien Akademiezh ar Skiantoù e Sveden. Gantañ ivez e voe savet Liorzh Louzawouriezh Uppsala.
War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 86 000 pennad zo bremañ. En 79vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar malayalam. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 83vet plas [2], etre ar mongoleg hag ar woueg. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni[3], evel nerzh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 35 evit ar mare).
Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !
A bep seurt
A bep seurt
Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)