Degemer

Eus Wikipedia

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

83 224 fennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Francesc Macià.

Francesc Macià i Llussà (21 Here 1859 e Vilanova i la Geltrú - 25 Kerzu 1933 e Barcelona) a voe Prezidant ar Generalitat de Catalunya. Ofiser e oa bet ivez en arme Spagn.

Letanant-koronal e oa Francesc Macià pa oa en arme. Sevel a reas a-enep tagadenn ofiserien all a-enep ti ar gazetenn La Veu de Catalunya, a oa ivez ti ar gazetenn flemmus ¡Cu-Cut!, e 1905. Rankout a reas kuitaat an arme, pa savas al lezioù-barn a-du gant an ofiserien-se ha pa voe kondaonet ¡Cu-Cut! abalamour d'un dresadenn flemmus.

E 1907 e voe dilennet da gannad, evit ar wech kentañ, en anv ar gostezenn Solidaritat Catalana. Addilennet e voe meur a wech goude. E 1922 e voe savet gant Macià ar strollad Estat Català.

E 1926 e klaskas sevel un emsavadeg armet a-enep diktatouriezh Miguel Primo de Rivera, adalek Prats de Molló, e Katalonia an Norzh. C'hwitañ a reas an emsavadeg, harzet gant an archerien c'hall. Met brud a c'hounezas Estat Català ha Macià gant an taol-se. Mont a reas d'an harlu, da Vrusel da gentañ, da Arc'hantina goude ha da Guba diwezhatoc'h.

Goude diskar an diktatour Primo de Rivera, e miz Genver 1930, e tistroas Macià eus Kuba. E miz Meurzh 1930 e voe unanet ar strollad Estat Català gant ar Partit Republicà Català, savet gant Lluís Companys, ha bodet e voent en ur strollad nevez, Esquerra Republicana de Catalunya. E miz Ebrel 1931 e voe embannet Republik Dizalc'h Katalonia gant Macià e Barcelona, goude trec'h ar strollad politikel nevez.

Asantiñ a reas goude-se d'ur statud emrenerezh evit Katalonia e-barzh Republik nevez Spagn, embannet d'ar mare-se ivez. Prezidant ar "Generalitat" emren nevez e voe, adalek 1932 ha betek e varv e 1933. Beziet e voe e bered Montjuïc e Barcelona. (muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare an 29 Eost 2023 ha Keleier ar vro.

Yevgeniy Prigojin
Yevgeniy Prigojin

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 80 000 pennad zo bremañ. En 81vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar c'hirgizeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 81vet plas [2], etre ar c'hurdeg sorani hag ar yiddish. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel buhezegezh, nerzh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 36 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus