Arminius

Eus Wikipedia
Delwenn Arminius

Arminius, pe Armen(16 a-raok JK - 21 goude JK), pe Hermann der Cherusker en alamaneg, a oa ur penn-brezel eus pobl ar Cherusked. Mab e oa da Segimerus, penn ar meuriad.

Kaset e voe da Roma ez-vihan evel gouestlad. Distreiñ a reas da C'hermania evel kuzulier ar jeneral roman Varus, met lakaat a reas ar bobl da sevel a-enep ar Romaned.

Gant e arme e tistrujas al lejionoù roman en emgann Teutoburg er bloaz 9.


Hervez Suetonius (Vita Divi Augusti, 23.49) e veze graet gwallhunvreoù gant an impalaer Aogust ma lavare en e gousk: Vare, Vare, redde mihi legiones meas ! (Varus, Varus, daskor ma lejionoù din!)


Marteze e kaver roud eus Arminius hag e drec'h e mojenn Siegfried, haroz an Nibelungen.

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret eo bet e anv gant skipailh mell-droad Bielefeld en Alamagn hag a zo Arminia Bielefeld.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]