Id Software

Eus Wikipedia
Logo kozh Id Software

id Software LLC zo un embregerezh stadunanat sevel c'hoarioù video eus Dallas, Texas. An embregerezh a oa bet savet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1991, gant pevar ezel diazez o tont eus an embregerezh Softdisk, ar programmourien John Carmack ha John Romero, an tresser c'haorioù Tom Hall, hag an arzour Adrian Carmack. Ar patron Jay Wilbur a gemeras perzh ivez er sevel.

Logo an heuliad c'hoarioù brudet Doom

id Software en deus bet degaset araokadennoù teknikel meur e-bed ar sevel c'hoarioù viedo war urzhiataer (ar re MS-DOS pe Windows), dreist-holl dre o labour war an heuliadoù Wolfenstein, Doom, ha Quake. Labour id Software a zo bet hollbouezus dreist-holl da geñver ar grafikoù hag ar c'hefluskerioù 3-ment hag a zo bet adkemeret gant embregerzhioù c'hoarioù video all.

An embregerezh a oa bet unan diazez da geñver krouidigezh an doare c'hoarioù video first-person shooter (FPS). Wolfenstein 3D avez lakaet war-raok alies evel ar c'hentañ c'hoari FPS gwirion. Doom a oa bet ar c'hoari o reiñ brud d'an doare FPS ha Quake a oa bet kentañ FPS 3-ment id Software.

D'ar 24 a viz Even 2009, ZeniMax Media en deus adprenet an embregerezh. E 2015 o deus digoret un eil studio e Frankfurt, en Alamagn.