Afrika

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Skeudenn dre loarell eus Afrika

An eil kevandir e-keñver gorread koulz ha poblañs eo Afrika. En em ledañ a ra war 30 221 532 km2 gant an inizi nes dezhi, da lavaret eo war 20,30 dre gant eus gorread an douaroù a gaver er Voul-douar. En e 54 riez ez eus 1 miliard (2010) a annezidi o vevañ, war dro 16 % eus poblañs ar bed.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn ar bed a ziskouez lec'hiadur Afrika

Dont a ra an anv eus an hini roet gant ar Romaned, Africa terra = douar an Afri (Afer eo an unander e latin), pa n’anavezent nemet lodenn Norzh ar c'hevandir. Pa zeuas Norzhafrika da vezañ ur broviñs roman ne oa douar an Afri nemet Tunizia vodern, Kartada o vezañ ar gêr-benn d'ar mare-se.

Un nebeud martezeadennoù war gerdarzh an anv :

Egipt a veze renket en Azia a-raok an douaroniour Ptolemaios (85 - 165), hemañ eo a lakaas an harz etre Afrika hag Azia a-hed Kanol Suez hag ar Mor ruz.

Lodennoù Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an holl henzenoniourien eo Afrika kavell an denelezh. Emdreiñ a ra Homo Sapiens etre 200 ha 100 000 bloaz zo. Goude e emdroadur e krog da vont er-maez eus Afrika etre 80 ha 50 000 bloaz zo.

N'eo ket deuet ar gounezerezh er memes mare e pep lec'h, a-wechoù araok a-wechoù goude an doñvañ chatal.

Hieroglifoù Egipt kentañ a zo etre -3800 ha -3000 en Abidos e-pad Sevenadur Nakada (prantad raktierniezh Henegipt).

E-tro an c'hentañ milved kent JK en em skign labour an houarn e Norzhafrika hag e Norzh Afrika issahara, hag e -700 e Kornôg Afrika.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kevandirioù ha rannvedoù
LocationNorthAmerica.png
Norzhamerika
Location of Europe.svg
Europa
LocationEurasia.png
Eurazia
LocationAsia.png
Azia
LocationBothAmerica.png
Amerikaoù
Eurasiaafrica.jpg
Eurafrazia
LocationOceania.png
Okeania
Location of Australia.svg
Aostralia
LocationSouthAmerica.png
Suamerika
LocationAfrica.png
Afrika
LocationAntarctica.png
Antarktika
Gourgevandirioù kozh :
Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia