Mobutu Sese Seko

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Mobutu e 1983

Mobutu Sese Seko Nkuku Ngbendu wa Za Banga (ganet Joseph-Désiré Mobutu d'ar 14 a viz Here 1930 - 7 a viz Gwengolo 1997) a voe eil prezidant Republik Demokratel Kongo adalek 1965 betek 1997.

Goude bezañ bet en arme e voe kazetenner hag emezelañ a reas d'an MNC (Mouvement National Congolais), strollad Patrice Lumumba. Goude dizalc'hiezh ar vro d'an 30 a viz Even 1960 e voe anvet e penn arme Kongo pa oa Joseph Kasa-Vubu prezidant ha Lumumba ministr kentañ. Buan e tarzhas un enkadenn vras er vro hag enebiezh etre Kasa-Vubu ha Lumumba. D'ar 14 a viz Gwengolo ec'h aozas Mobutu un taol-nerzh, sikouret gant ar CIA, ha herzel Lumumba. Pemp bloaz goude, d'ar 25 a viz Du 1965, e tistroadas ar prezidant Kasa-Vubu ha mont da eil prezidant Kongo.

E 1967 e krouas an MPR (Mouvement Populaire de la Révolution), strollad politikel nemetañ aotreet, ha rediañ holl annezidi ar vro da emezelañ ennañ. E 1971 e cheñchas anv ar vro da Zair, reiñ urzh d'an annezidi dilezel o anv european evit anvioù afrikan ha rediañ ar wazed da wiskañ an abacost. E 1972 e kemeras an anv Mobutu Sese Seko Nkuku Ngbendu wa Za Banga, berraet e Mobutu Sese Seko.

Kas a reas soudarded da skoazellañ an FLNA a-enep an MPLA komunour en Angola e 1975. E 1977 ha 1978 eo Agostinho Neto an hini hag a skoazellas emsavidi katangat a-benn gwanaat renad Mobutu.

Pa echuas ar Brezel Yen e 1990 e paouezas ar sikour roet d'e renad gant SUA ha kreskiñ an enebiezh outañ e diabarzh ar vro. Aotren a reas neuze ar strolladoù politikel all.

Brezel kentañ Kongo a grogas e miz Du 1996 ha d'ar 16 a viz Mae 1997 e voe aloubet Kinshasa gant soudarded Laurent-Désiré Kabila. Mobutu, klañv gant ur c'hrign-bev, a rankas tec'hel kuit ha kavout repu e Togo ha Maroko ma varvas d'ar 7 a viz Gwengolo 1997.