Roma
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
- Gant ar ger Rom e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Rom (disheñvelout).
Roma | |||
---|---|---|---|
Ar gêr gwelet eus nij. | |||
Anv italianek | Roma | ||
Melestradurezh | |||
Bro | Italia | ||
Rannvro | Lazio | ||
Proviñs | Meurgêr Roma Kêr-benn | ||
Kod ISTAT | 058091 | ||
Kod post | 00118–00199 | ||
Maer Amzer gefridi | Virginia Raggi 2016-2021 | ||
Lec'hienn web | https://www.comune.roma.it/ | ||
Poblañsouriezh | |||
Poblañs | 2 872 800 ann. (1-1-2017) | ||
Stankter | 2 232 ann./km² | ||
Douaroniezh | |||
Daveennoù lec'hiañ | |||
Uhelder | 21 m | ||
Gorread | 1 287 km² | ||
Lec'hiadur | |||
kemmañ |
Roma (italianeg Roma), pe Rom[1], eo kêr-benn rannvro Lazio hag hini Italia. Emañ war ar stêr Tiber, dindan 22 km eus ar Mor Kreizdouar. Lesanvet eo Kêr war ar seizh torgenn (Aventino, Celio, Capitolio, Esquilino, Palatino, Quirinale ha Viminale) pe ar Gêr beurbadus. Eno emañ ar Sez Santel (Sez sant Pêr), unan eus kêrioù-penn ar gristeniezh. Kêr-benn div stad eo eta. Sez Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (ABG) eo ivez.
Hervez ar vitologiezh roman e teufe anv ar gêr diwar hini he diazezer, Romulus. Bloaz mojennel an diazez a vije bet -753, deroù an deiziadur roman resisaet dre an dro-lavar latin ab Urbe condita, « adal diazez ar Gêr ». Diwar an arkeologiezh eo bet kavet e vije bet un unvanadur etre un nebeud kêriadennoù er mare-se. Aze eo bet ganet sez ur galloud divent en deus ledanaet e astenn war an darn-vuiañ eus Europa etre war-dro -200 ha 476. Sellet ouzh Henroma, Republik roman hag Impalaeriezh roman.
Keoded ar Vatikan (ar Sez santel)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abaoe 1922 ez eus ur Riez Keoded ar Vatikan (anv ofisiel) e-lec'h ma kaver ar melestradur riezel hag ar Sez santel (italianeg : la Santa Sede), hemañ sez melestradurel an Iliz katolik. Un enklozadur eztiriadel eo. Aze emañ ar pab, penn riek ha speredel an Iliz katolik roman ha e velestradurezh kreiz. E tiriad Keoded ar Vatikan e kaver un niver bras a savadurioù gant ur voger en-dro dezho oc'h enklozañ ivez Iliz-rouanez Sant-Pêr Roma hag er-maez ar voger, plasenn sant-Pêr. Un nebeud savadurioù all e Roma a zo staget ouzh ar Vatikan (ar seizh iliz-rouanez pennañ, da skouer). N'eo ket iliz-rouanez Sant-Pêr-ar-Vatikan iliz-veur Roma met, iliz-rouanez Sant-Yann-al-Lateran.
Ar pirc'hirinaj da Roma a zo unan eus ar re bouezusañ evit ar gatoliked (gant hini Jeruzalem hag hini Santiago de Compostela). Priziet eo ober Tro ar seizh iliz, da lavaret eo Sant-Pêr-ar-Vatikan, Sant-Yann-al-Lateran, Santez Maria-ar-Vrasañ, Sant-Paol-er-maez-ar-mogerioù hag an teir iliz-rouanez vihanañ.
Monumantoù roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Roma e c'heller gwelout meur a vonumant (ilizoù e-leiz), meur a virdi ha meur a lec'h heverk. Gevellet eo gant Pariz, ar gêr muiañ gweladennet er bed ha goude e teu Roma gant 10 milion a weladennerien o tont enni bep bloaz. Amañ dindan e vez renablet ar monumantoù hag ar mirdioù pennañ.
Henroma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bolz-enor Kustentin
- Bolz-enor Titus
- Kolize
- Forom roman ha Foromoù impalaerioù
- Capitolio ha mirdioù ar C'hapitol
- Kibelldioù : kibelldioù Caracalla, kibelldioù Diokletian
- Panteon
- Ara Pacis Augustæ (Aotel ar Peoc'h savet gant Aogust)
- kevioù-beziañ
- Circus Maximus
- monumantoù ha lec'hioù hengristen
Poblañsouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
2 872 800 annezad a oa d'ar 1añ a viz Genver 2017. 2 844 395 a oa d'an 30 a viz Du 2019.
Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Santez Martina, gwerc'hez, merzheriet dindan an impalaer Aleksandr
- Sant Almachus, merzheriet dindan ar prefed Alipius
- An Tregont merzher war Via Appia, dindan an impalaer Dioklesian
- Serafino Dubois, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù italian, a zo bet ganet e Roma
- Antonio Sacconi, mestrc'hoarier echedoù italian, a zo bet ganet e Roma
- Stefano Tatai, mestrc'hoarier echedoù italian, a zo bet ganet e Roma
- Milena Miconi, aktourez
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ItalyGuides.it: Rome Italy Interacitve Google map, free audio guides (mp3/iPod), 360° panoramas and pictures of Rome (ita/ing)
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Geriadur Vallée, p. 663a; Geriadur Hemon-Huon, 1970, p.696.