Parlamant Europa

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Parlamant Europa, e Strasbourg

Parlamant Europa (pe Dael Unaniezh Europa(Daveoù a vank)) zo ur parlamant gant ur gambr hepken, ennañ kannaded dilennet gant keodedourien holl stadoù Unaniezh Europa. Emañ e sez ofisiel e Straßburg met ar bodadoù labour en em vod e Brusel. Eno e vez an darn vrasañ eus ar bodadegoù hag an divizoù eta. Eno ivez emañ burevioù ar gannaded hag re o strolladoù. E Luksembourg emañ ar sekretouriezh, al levraoueg ha lod eus ar postoù labour.

Da gentañ e veze anvet izili Parlamant Europa gant ar stadoù bodet en Unaniezh. Abaoe 1979 e vez dilennet ar gannaded war-eeun gant ar geodedourien e pep stad, bep 5 bloaz. Bremañ ma'z eus 28 stad en Unaniezh Europa, ez eus 751 c'hannad er Parlamant.

Parlamant abaoe 2014[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar parlamant da-heul dilennadegoù 2014
  • ██ Bodad ar Strollad Poblel European (221)
  • ██ Emglev araokadour ar sokialourien hag an demokrated e Parlamant Europa (191)
  • ██ Mirourien ha kempennelourien Europa (70)
  • ██ Emglev an demokrated hag ar frankizourien evit Europa (67)
  • ██ Tu-kleiz unvan Europa/Tu-kleiz glas norzhek (52)
  • ██ Bodad ar Re C'hlas/Emglev Dieub Europa (50)
  • ██ Bodad Europa ar frankiz hag an demokratelezh a-eeun (48)
  • ██ Dienskrivet (52)
  • Prezidanted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.