CNN

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Logo CNN

CNN berradur Cable News Network a vez graet eus ur chadenn skinwel Amerikan perc'hennet gant an Turner Broadcasting System skourr d'an Time Warner. Enaouet e voe d'ar 1añ a viz Even 1980 gant ar perc'henner kleweled Amerikan Ted Turner evel ur chadenn kelaouiñ dibaouez dre neudenn. E miz Ebrel 2016, ur penn da CNN a ziskrivas gant un doare ofisiel ne oa ket mui ur chadenn skinwel kleweled "no longer a TV news network" met ur savenn lies dibaouez "a 24-hour global multiplatform network." Pa voe lañset, CNN a oa ar c'hentañ chadenn skinwel o reiñ ur sell dibaouez war ar c'heleier, bez e oa ivez ar c'hentañ chadenn skinwel kelaouiñ nemetken er Stadoù Unanet.

E miz C'hwevrer 2015, CNN a c'haller gwelet gant 96 289 000 skinwel en tiegezhioù (82.7% eus an tiegezhioù gant ur skinwel da nebeutañ) er Stadoù Unanet.

Tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

ludresadenn eus doare kelaouiñ CNN adal un tresadenn-vev "CNN whitewashing Bahrain dictatorship" (CNN o naetaat diktatouriezh Bahrain)

Kampagn dilennadegoù prezidant SUA 2016[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 3 a viz Ebrel 2016, kantadoù a harperien da Bernie Sanders o deus klemmet dirak savadur penn CNN e Los Angeles. Harperien Sanders a oa o vanifestiñ a-enep ar chadenn evit an doare a oa bet ganti da gelaouiñ war Kampagn dilennadegoù prezidant SUA 2016, dreist-holl da geñver an amzer roet da Sanders evit dibunañ e soñjoù. Lesanvet Occupy CNN, al luskad enebiñ a lakae war-raok ar fed ma vije bet ar mediaoù pennañ er Stadoù Unanet Amerika o kuzhañ kampagn Sanders hag o lakaat war-wel e-plas Hillary Clinton pe Donald Trump.