Degemer

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

68 320 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Menezioù A' Chuith-raing, en enez Sgitheanach

Enez Sgitheanach (Skye e saozneg) zo un enezenn e Bro-Skos, ar vrasañ eus an Inizi Gall tostañ hag an hini zo ar pellañ en hanternoz.

Emañ poblañs Sgitheanach o kreskiñ: 9 200 a dud a oa eno e 2001. Ur pont zo da zont eus an douar-bras. Port Rìgh eo ar gêr vrasañ, er reter ; ur porzhig koant eo. Un drederenn eus an enezourien a gomz gouezeleg.

An eil enezenn vrasañ eus Bro-Skos eo enez Sgitheanach war-lerc'h an hollad Leòdhas ha Na Hearadh. A-hed an aod e kaver ledenezioù ha plegoù-mor hag e-kreiz ez eus menezioù, ha dreist-holl menezioù An Cuiltheann.

Brudet eo kened ar vro, ar sevenadur gouezelek, al loened gouez (erered, demmed, eoged).

Diazezet eo armerzh an enezenn war an touristerezh, gant gweladennerien a zegouezh a-vernioù e-pad an hañv, war ar sevel eoged, hag ar wiski, evel hini Talisker.

E-pad meur a gantved e voe enez Sgitheanach etre krabanoù ar Vikinged ha ne voe staget ouzh rouantelezh Bro-Skos nemet e 1266.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare an 10 a viz Mezheven 2020 ha Keleier ar vro.

Manifestadeg e Minneapolis, er Stadoù Unanet, d'an 28 a viz Mae 2020.

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, ha tremen 68 200 pennad zo bremañ. Er 81vet renk emaomp atav e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar malayalam hag ar plattdüütsch. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 78vet plas [2], etre ar Pandjabeg hag ar woueg. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel buhezegezh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 27 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus