Kambodja
Preăh Réachéanachâkr Kâmpŭchea Rouantelezh Kambodja | |||||
| |||||
Ger-stur : "Broad, Relijion, Roue" | |||||
Kan broadel: Nokoreach | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Phnom Penh | ||||
Yezh(où) ofisiel | Khmer | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Monarkiezh bonreizel demokratel | ||||
- Roue | Norodom Sihamoni | ||||
- Kentañ ministr | Hun Sen | ||||
Dizalc'hded | diwar Bro C'hall | ||||
- Diskleriet | 1949 | ||||
- Anavezet | 1953 | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 181.035 km² (89vet) | ||||
- Dour (%) | 2,5 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur Gouere 2006 | 14.971.000 () | ||||
- niveradeg 1998 | 11.437.656 | ||||
- Stankter | 78/km² (112vet) | ||||
PDK (PGP) | 2006 (istimadur) | ||||
- Hollad | $36,82 miliard (89vet) | ||||
- Keidenn | $2.600 (133) | ||||
FDD (2004) | 0,583 (krenn) (129vet) | ||||
Moneiz | Riel (KHR )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+7) | ||||
- Hañv (Eur hañv) | (UTC+7) | ||||
Kod kenrouedad | .kh | ||||
Kod pellgomz | +855 |
Kambodja (Kampuchea) a zo ur vro eus gevred Azia, poblet gant war-dro 15 milion a dud, Phnom Penh o vezañ he c'hêrbenn. Kambodja eo anv ar Stad zo deuet war-lerc'h an Impalaeriezh Khmer Hindouek ha Bouddhek a renas war ledenez Indez-Sina a-bezh pe dost etre an XIvet hag ar XIVvet kantved. Kambodja en deus harzoù stag ouzh Bro Thailand er C'hornog ha Gwalarn, Laos er Biz , ha Vietnam er Reter hag er Gevred.
Keodedourien ar vro a vez anvet Khmered abalamour d'ar genel Khmer. Ar pep brasañ anezho a zo Bouddhisted theravada, met kavet e vez ivez un nebeut muzulmaned eus ar gumuniezh Cham, un nebeut Kristenien ha meuriadoù ar menezioù.
Ez geografel e vez kavet er vro, rinier ar Mekong (pe Tonle Thom da lâret eo Stêr Vras) hag an Tonle Sap (Stêr Dour Fresk).
Lec'hiet eo hemañ izel ken ez eo dindan pe e live ar stêrioù. E pad ar c'houlz-glav e cheñch tu red ar Mekong da vont davet an Tonle Sap, setu e vrasa hemañ a galz.
Al labour-douar a zo c'hoazh an taread ekonomikel pennañ. Industriezhioù pennañ Kambodja a zo an oberiañs hag an douristelezh (1,7 milion a weladenerien e 2006). Eoul-maen a zo bet dizoloet e dourioù an dachennad e 2005.
Taolenn
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kambodja a zo ur vro-diwall Gall gozh, unaniet da Indosina Gall ha dizalc'het eo bet d'an 9 a viz Du 1953, e dibenn brezelioù Indosina. Deuet da vezañ ur vonarkiezh bonreizhel (abaoe 1947) renet gant ar roue Norodom Sihanouk, ar vro a ziskouez un neutrelezh evit ar pezh a denn diouzh brezel Vietnam, met skorañ a ra Republik Demokratel Vietnam da c'houde, pa grog adalek 1966 da laoskel soudarded ha pourvezioù da dremen war-zu Talbenn broadel evit dizalc'hidigezh ar Vietnam. Neuze e grogas dizemglevioù Khmero-Vietnamian, gwallzarvoudoù e live an arzoù, hag o deus lakaet ar Vietnamaned d'o zremen e 1979.
Adal 1967-68, p'emañ an ekonomiezh o vont war wasaat ha goude trubuilhioù a berzh ar Khmered-Ruz -rebelled communour gant soñjoù Maoist- , eo rediet Norodom Sihanouk da reiñ d'ar 14 a viz Eost 1969 renerezh ar gouarnamant d'ar jeneral Lon Nol a oa e penn an arme, anavezhet evit e enep- kommunouriezh, en eskemm d'ur sikour a-berzh ar Stadoù-Unanet. D'an 18 a viz Meurzh 1970 e ra Lon Nol un daol-Stad en enep da Sihanouk p'emañ emañ en estrenvro (Moskov ha Pekin). Deuet da vezañ a-gevred gant ar Stadoù-Unanet eo neuze staget Kambodja d'ar strategiezh diskar ar c'hommunouriezh e Azia ar Gevred.
Bombezennet hag aloubet eo ar vro gant ar Stadoù-Unanet. Kement-se a zistruj lodenn vrasañ ar ranvroioù war ar maez, ha dre-se e brasaa ar strollad Khmer-Ruz a zo killet betek ar strouezh, gant an holl peizanted kollet pep tra ganto.
Gant sikour bro Sina e krog ar Khmered-Ruz en ur brezel gwir a-enep an armeoù gouarnamantel. Ouzhpenn d'ar brezel diabarzh-se eo kaset ar vro e brezel ar Vietnam. War nes gounnez eo ar Ghmered-Ruz adalek 1970, met savetaet eo evit ur mare ar renad republikan gant an Amerikaned (Ebrel-Even 1970). Daoust da se ne teuont ket a benn da harpañ ar gommunourien daoust d'o bombezadegoù kirri-nij, hag e paouezont gant o sikour e 1973. Khmered-Ruz Pol Pot, sikouret gant Sina a gemer Phnom Penh d'ar 17 a viz Ebrel 1975, hag e lakaont e plas ur renad aotoritel maoist.
"Angkar" (ar renkadur) ar Ghmered Ruz a lak neuze e plas ur bolitikerezh maksimalour, strizhoc'h c'hoazh eget an hini soviedel pe maoist, gant ar pal da c'hlanaat ar vro diouzh sevennadur ar c'hêrioù. Pep kêr, war skouer Phnom Penh en noz etre ar 17 hag an 18 a viz Ebrel 1975, a zo gouloet deus o annezidi, kaset da vezañ addesket war ar maez. Ar c'hlask ingal war lec'h an dud desket kozh , "anavezhet" gant o anaoudegezh deus ur yezh estren pe dra m'o deus lunedoù (da skouer), ouzhpenn d'ar minoù staliet eus an daou du, deus an dizvouediñ ha deus ar c'hleñvedoù a gas da lazhadegoù a-vern ha d'ur gwalleur dengarour a orin politikel. Lakat un niver war an niver a dud marvet a zo ul labour diaes ha c'hoazh hiriv ne vezer ket sur tre. An niver a 1.7 milion a zo an hini an aliesañ larêt. Un nebeut a intellektualed o dije c'hoant e vije anavezhet an emlazhadeg Khmer-se gant ar Broadoù-Unanet evel ur gouennlazh, met ne glot ket gant termenadenn ur gouennlazh, peogwir n'eo ket an aberzherien ezel eus ur strollad broadel, ethnek, Gouennour pe relijiel (Pennad 6 al Lez-kastizañ etrebroadel).
E 1979 eo aloubet Kambodja gant Vietnam, o disrujañ ar rizigi war ar memes tro hag o kas ar renad Khmer Ruz d'an traoñ. Pennoù bras Vietnam a lak e plas ur gouarnamant tost diouzh o c'hoantoù hag adaozañ a reont ar vro hervez ar framm Laosian ha Vietnamian. Ur brezelig a grog neuze er vro etre luskadoù disheñvel o vont deus ar Ghmered Ruz betek renadoù Roueel sikouret gant an Thailand.
Goude aet soudarded ar Vietnam kuit e 1989, ha kas soudarded an ABU e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990, ec'h adkavas ar rnnad un tamm a emrenerzeh, en ur vezañ alies diskuilhet e-keñver nann-oberiantiz gwirioù Mab-Den. Ar 1añ minist, lakaet er galloud gant ar Vietnamed, a ren c'hoazh ar vro hiriv an deiz, dalc'het e penn a-drugarez da 4 dilennadeg douetus en un aergelc'h leun a feulster. An enebour pennañ, Sam Rainsy, a oa aet da glask repu e Bro C'Hall e 2005. Ar roue Norodom Sihanouk, a oa distroet e penn ar Stad, en deus diskroget un eil gwech e 2004 evit e mab yaouankañ Norodom Sihamoni, dañser klasel bet hag ambasadour Kambodja e-kichen an UNESCO e Pariz.
Kambodja a zo dalc'het hiriv an deiz dirak dibaboù poanius da gemer. E ekonomiezh hag a zo c'hoazh stag-tre ouzh ar sikour etrevroadel (e 2001 e teu un drederenn eus budjed ar Stad eus donezonerien etrevroadel) a gouzañv ul lovriñ bras-tre (bro lec'hiet 162vet war 179 e-keñver "Iñdis merzhout al lovriñ" Transparency International e 2007. An diorren ekonomikel a zo gorrekaet gant ar bern a drafikoù a vez war zu ar broioù nesañ (mein prizius, koad, gistierez, drammoù) hag ar sistem barnerezh gwan-efedus. Kudennoù all bet a ziwar ar renad Khmer Ruz a ziaesaa diorren ar vro evel hini an douaroù (aozadur an dachenn a zo pell da vezañ echuet) pe an deskadurezh, hag a zo bet diskaret penn da benn gant ar Ghmered Ruz (kelennerien lazhet, hag all...).
Tostaet eo ar vro ouzh Sina ha dreist holl ar Stadoù-Unanet abaoe m'emañ Hun Sen er galloud. Dre-se eo bet digoret div bazenn war vor e-kichen Sihanoukville un nebeut bloavezhioù-zo hep ma vije komz dioute, ha krouet eo bet ur c'hannad-ti bras evit ar Stadoù-Unanet e kreiz tout Phnom Penh. Ouzhpenn da se eo bet lakaet e plas ur polotik a Saoznekadur meur abaoe Hun Sen. Deuet eo da skouer ar "Gendarmeries nationales" da vezañ "Police Stations", plakenn identelezh an archerien a vez skrivet e Saozneg, pa vez gwerzhet ar re gozh (e Galleg) war ar marc'had-du, pe c'hoazh an timbroù deuet da vezañ "Kingdom of Cambodua" e plas "Royaume du cambodge"...
Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar galleg ne vez ket implijet na komprenet ken gant ar bobl, dreist holl gant ar yaouankiz. N'haller ket ober hep ar Saozneg pa veajer er vro, memes en ostalerioù dalc'het gant Gallaoued, pe a hengoun Gall. Enno eo ret paeañ e Dollar evel gant ur bern traoù all evel an taos evit mont maez eus ar vro da skouer.
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hiriv eo an douristelezh hag ar gwiad a bourvez ar muiañ ar vro.
Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ezel eo Kambodja eus an ASEAN (Association of Southeast Asian Nations)
Politikourien istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Sisowath Monireth : Jeneral ha ministr er bloavezhioù 1950. Eontr Norodom Sihanouk.
- Penn Nouth : unan eus kentañ ministred renad Sihanouk (Sangkum Reastr Niyum pe Kumuniezh sosialour poblel, renad tadelour hag aotrounieg lakaet e plas gant Norodom Sihanouk).
- Cheng Heng : Rener toull-bac'h bet, deuet da vezañ prezidant Bodadeg Vroadel Sihanouk e 1969, ha kentañ Prezidant ar Republik Khmer da c'houde.
- Fernandez Sosthène : Sekretour Stad er Surentez Vroadel
- Ieng Sary : Breur n°3 ha ministr Aferioù estren ar renad komunour Khmer Ruz.
- In Tam : Prezidant diwezhañ Bodadeg Broadel an SRN, ha den e karg renad Sihanouk. Eñ eo en doa kaset ar Vodadeg Broadel da votiñ evit diskar e Benn, ar prinz Sihanouk e 1970.
- Khieu Samphan : Prezidant Kampuchea Demokratel renad komunour ar Ghmered Ruz.
- Lon Nol : Marechal ha prezidant ar Republik Khmer (1970-1975), renad pro-Amerikan.
- Lon Non : Penn polis ar Replublik Khmer ha breur Lon Nol (Republikour).
- Long Boret : Kentañ ministr ar Republik Khmer.
- Nuon Chea : Prezidant Bodadeg Broadel ar c'h/Kampuchea Demokratel, breur n°2 renad ar g/Khmered Ruz.
- Pol Pot : (Saloth Sar diouzh e anv gwir) Kentañ den e karg, pe breur n°1 renad ar g/Khmered Ruz.
- Son Ngoc Thanh : Khmer eus Indochin Izelañ anvet Krom, kentañ ministr eo bet goude ma voe kemeret ar galloud gant ar Japaned en Indez-Sina e 1945.
- Son Sann : Khmer Krom. Kuzuler ekonomikel ha kentañ ministr Sihanouk, bet eo kentañ gouarnour Bank Broadel Kambodja ivez. Deuet eo da vezañ prezidant ar strollad demokratel bouddhist e 1993, goude bezañ bet renet ar stourm a-enep an dalc'hidigezh Vietnamian, ha Talbenn dizalc'hidigezh broadel Kambodja.
- Son Sen : Khmer Krom. E penn an arme Khmer Ruz. Drouglazhet eo bet gant tout e familh, gant tud o labourat evit Pol Pot.
- Ta Mok : (lesanvet "ar c'higer") Ofiser meur ar renad Khmer Ruz, unan eus an dud kiriekañ eus al lazhadeg khmer etre 1975 ha 1979. Susitour Pol Pot goude ma vije bet lakaet eñ a gostez e 1997. Marvet eo Ta Mok e 2006.
Politikourien a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chea Sim : Prezidant Strollad ar Bobl Khmer (Cambodian People Party CPP), bet ministr diabarzh Republik poblel Kampuchea, lakaet e plas gant arme Vietnam.
- Hor Namhong : Ministr an aferioù estren (CPP).
- Hun Sen : Proletaer bet, mab labourer-douar, milisian Khmer Ruz, desket nebeut, tremenet da c'houde eus tu ar Vietnamed. Kentañ ministr eo abaoe 1984 (CPP).
- Kem Sokha : Bet e karg eus kefridi hag aozadur difen gwirioù Mab Den. E 2007 en deus krouet ur strollad nevez : Strollad gwirioù Mab Den.
- Norodom Ranariddh : Unan eus mibien Norodom Sihanouk, prezidant bet Strollad roueelour FUNCIPEC, bet ivez prezidant Bodadeg broadel Kambodja.
- Pen Sovan : Kentañ ministr ar renad komunour lakaet e plas gant Republik Sosialour ar Viêt Nam e voe etre 1979 ha 1981, goude o zrec'h war renad maoist Pol Pot. E 2007 eo aet davet Strollad gwirioù Mab Den Kem Sokha.
- Sam Rainsy : Mab Sam Sary, uheler ar Sangkum Reastr Niyum deuet da vezañ "treitour" goude ur bec'h etrezañ ha Sihanouk. Prezidant Strollad Sam Rainsy (SRP), nerzh pennañ an eneberezh eo.
- Sar Kheng : Ministr diabarzh (CPP).
- Sok An : Ministr kuzul ar ministred (CPP).
- Tea Banh : jeneral, Ministr an difen. Komunour a orin Thai (CPP).
Strolladoù politikel pennañ (advonet er Vodadeg Vroadel)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- PPC pe Prachearon (Strollad poblel khmer), (Chea Sim ha Hun Sen). Tapet 90 sez ganto evit dilennadegoù deputed 2008.
- PSR (Strollad Sam Rainsy), (Sam Rainsy). Tapet 26 ganto.
- Strollad Gwirioù Mab Den, krouet e 2007 gant Kem Sokha. 3 sez o deus bet.
- Funcipec (Front Uni National pour un Cambodge Indépendant, neutre, Pacifique Et Coopératif), (rennet gant ar priñs Norodom Ranariddh en amzer dremenet, skarzhet eo bet e 2006). 2 sez o deus bet.
- Strollad Norodom Ranariddh, ganet dre un troc'h er Funcipec ha rennet gant e brezidant kozh. 2 sez o deus tapet e 2008.
Dilennadegoù deputed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Strollad | 1993[1] | 1998[2] | 2003[3] | 2008 |
---|---|---|---|---|
58 |
43 |
26 |
2 | |
Strollad poblel kambodjanad (PPC e galleg) |
51 |
64 |
73 |
90 |
Strollad demokratel frankizour bouddhist (PDLB) |
10 |
|||
Molinaka |
1 |
|||
Strollad Sam Rainsy (PSR) |
15 |
24 |
26 | |
Strollad gwirioù Mab Den (PDH) |
3 | |||
Strollad Norodom Ranariddh (PNR) |
2 | |||
Hollad |
120 |
122 |
123 |
123 |
Azrannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 23 froviñs zo e Kambodja.
|
|
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kambodja a zo ur vro eus Azia ar Gevred. Thailand, Vietnam ha Laos a vez tro dro dezhañ. E gorread a ra 181035 km² hag eo digor e vord-mord a 443 km war golf Thailand. Teir chadenn menezioù a zo ganti, an Olifant, ar Kardamom hag an Dong.
Hidrografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hiet eo ar gêr-benn war delta stêr pennañ ar vro, ar Mekong. Ar stêr-mañ a grog e Tibet evit erruout er Vietnam ha redeg e mor Sina. Ur wech ar bloaz, da vare ar glaveier e cheñch tu e red, ar pezh a lak lenn vrasañ ar vro, an Tonle Sap da veuziñ pleannennoù bras (ober a ra 300 km² e pad ar maread sec'h ha betek 10 000 km² da vare an dourioù uhel). Dre-se e c'hell peizanted kreiz ar vro lakaat riz da ziwaniñ.
Hin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mont a ra an temperadurioù eus 10° da 38°. Un hin drovanel gant "koulzioù-amzer pebeilet" a vez er vro. Hini ar glaveier a vez etre miz Mae ha miz Du, hag e vez sec'h spontus an amzer etre miz Kerzu ha miz Ebrel.
Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diazezet eo ekonomiezh Kambodja war gounid ar riz, ar pesketa ha produiñ al leueioù. Ar PIB/annezad a oa eus 380 dollar e 2005.
Demografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez' ez eus 14.2 Milion a annezidi (war dro 20% eus ar boblañs a vefe marvet e pad ar renad Khmer Ruz etre 1795 ha 1979).
Douester ar boblañs : 78 ann/km².
Ar feur genel a zo tremenet eus 4 bugel dre vaouez e 2005 da 1.7 e 2009.
An hoali a zo da 57 bloaz.
19% eus ar boblañs a zo o vevañ e kêr.
E 2005 e oa is-boueded 25% eus ar boblañs.
Bez' e oa 0.3 medisin evit 1000 annezad e 2003, hag e oa 6% eus ar PIB implijet evit ar yerc'hed.
Feur marvelezh ar babiged (2003): 9.7%
Feur marvelezh ar vugale dindan 5 bloaz : 14.1%
Feur lennerezh evit an dud koshoc'h eget 15 bloaz e 2007 : 76.32.
Er vro e vez kavet dreist-holl Khmered, met pobloù minorel a zo ivez evel ar Khmered-Islam a orin eus bro Champa, ar Khmered Loeu gwelet evel pobloù etnek o vevañ er menezioù, Vietnamaned ha Sinaed.
Relijionoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Religion ar stad a zo ar Bouddhaegezh Mahayana abaoe 1989. 12.6 Milion a dud a zo oc'h heuliañ ar "religion"-se, da lâret eo 89% eus ar boblañs. Bez ez eus eus deus ar gristennien (katoliked evit ar peb brasañ) abaoe an trevadenniñ C'Hall en XIXvet kantved. Ar Khmered Loeu (poblad eus ar menezioù) a zo kentoc'h animisted. Ur vinorelezh Cham a zo ivez oc'h ober 4% eus ar boblañs. A orin eus ar Champa, ur vro bet rastet gant ar Vietnamaned, degemeret mat-tre int bet Kambodja, o kenderc'hel gant o gizhioù muzulman.
Nebeut a draoù ouzhpenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Harzoù : 2572 km (1228 km gant ar Vietnam, 803 km gant an Thailand ha 541 gant al Laos).
- Menez uhelañ : 1813 m (Phnom Aoral).
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Union Interparlementaire - Cambodge - Élections de 1993
- ↑ Union Interparlementaire - Cambodge - Élections de 1998
- ↑ Union Interparlementaire - Cambodge - Élections de 2003
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoùIzili hag arsellerien ar Frankofoniezh |
|
---|---|
Izili | Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick • Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam |
Arsellerien | Aostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina |
1 Izili kevredet. |