Enez Sgitheanach (Skye e saozneg) zo un enezenn e Bro-Skos, ar vrasañ eus an Inizi Gall tostañ hag an hini zo ar pellañ en hanternoz.
Emañ poblañs Sgitheanach o kreskiñ: 9 200 a dud a oa eno e 2001. Ur pont zo da zont eus an douar-bras. Port Rìgh eo ar gêr vrasañ, er reter ; ur porzhig koant eo. Un drederenn eus an enezourien a gomz gouezeleg.
An eil enezenn vrasañ eus Bro-Skos eo enez Sgitheanach war-lerc'h an hollad Leòdhas ha Na Hearadh. A-hed an aod e kaver ledenezioù ha plegoù-mor hag e-kreiz ez eus menezioù, ha dreist-holl menezioù An Cuiltheann.
Brudet eo kened ar vro, ar sevenadur gouezelek, al loened gouez (erered, demmed, eoged).
Diazezet eo armerzh an enezenn war an touristerezh, gant gweladennerien a zegouezh a-vernioù e-pad an hañv, war ar sevel eoged, hag ar wiski, evel hini Talisker.
E-pad meur a gantved e voe enez Sgitheanach etre krabanoù ar Vikinged ha ne voe staget ouzh rouantelezh Bro-Skos nemet e 1266.
(
muioc'h...)