Saverien ar Felibrige, bodet e 1854
Ar Felibrige (Lo Felibritge en doare-skrivañ okitanek klasel, Lou Felibrige e doare-skrivañ Mistral, distaget [lu feliˈβɾidʒe]) zo ur skol lennegel hag ur gevredigezh sevenadurel savet gant Frédéric Mistral ha skrivagnerien all evit difenn ha brudañ ar yezh hag al lennegezh okitanek. Pouezet e vez kalz er gevredigezh-se war an disheñvelderioù a zo etre ar rannyezhoù okitanek. En he fenn e vez dilennet ur c’hadoriad, anvet “capolièr” (capoulié).
Amsklaer eo orin ar ger “felibrige” ; lavaret a reer e teu eus ur ger felibre, ur ger provañsek a dalvezfe kement ha “diskibl”.
Savet e voe ar Felibrige e kastell Fòntsegunha (e Castèunòu de Gadanha, e Provañs) d’an 21 a viz Mae 1854 gant seizh barzh yaouank: Teodòr Aubanèu, Joan Brunet, Pau Gièra, Ansèume Matièu, Frederic Mistral, Josèp Romanilha hag Anfòs Tavan. Fellout a rae dezho sevel krog an okitaneg.
Da gentañ e voent o labourat evit yezh Provañs ha buan e teuas war wel disoc’h o strivoù e Provañs koulz hag e broioù okitanek all, ma voe heuliet o skouer gant skrivagnerien all adalek dibenn an XIXvet kantved.
Ar Felibrige, bremañ, a zalc’h da zifenn ha da vrudañ an okitaneg hag e sevenadur ha da stourm evit gwirioù ar yezhoù bihanniver er C’hwec’hkorn. Bez’ eo unan eus an daou strollad bras a labour en holl vroioù okitanek, e-kichen an Institut d'Estudis Occitans abaoe 1945.
(
muioc'h...)