Degemer

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

66 268 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Saverien ar Felibrige, bodet e 1854

Ar Felibrige (Lo Felibritge en doare-skrivañ okitanek klasel, Lou Felibrige e doare-skrivañ Mistral, distaget [lu feliˈβɾidʒe]) zo ur skol lennegel hag ur gevredigezh sevenadurel savet gant Frédéric Mistral ha skrivagnerien all evit difenn ha brudañ ar yezh hag al lennegezh okitanek. Pouezet e vez kalz er gevredigezh-se war an disheñvelderioù a zo etre ar rannyezhoù okitanek. En he fenn e vez dilennet ur c’hadoriad, anvet “capolièr” (capoulié).

Amsklaer eo orin ar ger “felibrige” ; lavaret a reer e teu eus ur ger felibre, ur ger provañsek a dalvezfe kement ha “diskibl”.

Savet e voe ar Felibrige e kastell Fòntsegunha (e Castèunòu de Gadanha, e Provañs) d’an 21 a viz Mae 1854 gant seizh barzh yaouank: Teodòr Aubanèu, Joan Brunet, Pau Gièra, Ansèume Matièu, Frederic Mistral, Josèp Romanilha hag Anfòs Tavan. Fellout a rae dezho sevel krog an okitaneg.

Da gentañ e voent o labourat evit yezh Provañs ha buan e teuas war wel disoc’h o strivoù e Provañs koulz hag e broioù okitanek all, ma voe heuliet o skouer gant skrivagnerien all adalek dibenn an XIXvet kantved.

Ar Felibrige, bremañ, a zalc’h da zifenn ha da vrudañ an okitaneg hag e sevenadur ha da stourm evit gwirioù ar yezhoù bihanniver er C’hwec’hkorn. Bez’ eo unan eus an daou strollad bras a labour en holl vroioù okitanek, e-kichen an Institut d'Estudis Occitans abaoe 1945.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare an 22 a viz C'hwevrer 2019 ha Keleier ar vro.

Lez Uhelañ Spagn

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, ha tremen 66 000 pennad zo bremañ. Er 77vet renk emaomp atav e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre an telougoueg hag ar belaruseg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 79vet plas [2], etre an woueg hag ar yiddish. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel buhezegezh pe lipid ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 24 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus