Eil Brezel-bed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Second world war europe animation small.gif
Kerzh an Eil Brezel-bed en Europa

An Eil Brezel-Bed a voe ur brezel a badas etre miz Gwengolo 1939 ha miz Gwengolo 1945 er bed a-bezh.

Degaset eo bet gant an emglevioù kamm sinet da-heul ar Brezel-bed kentañ ha gant ar c'hoant ledanaat ha bezañ mistri war o dachennoù-levezon a oa gant broadoù pennañ an Ahel (Alamagn an Nazied, Italia ar Faskourien hag Impalaerezh Japan). Kroget eo d'an 3 a viz Gwengolo 1939 diwar brezelioù lec'hel kent : brezel Spagn adalek an 18 a viz Gouere 1936, ar brezel etre Japan ha Sina d'ar 7 a viz Gouere 1937 hag aloubadeg Polonia gant Alamagn hag URSS (adalek ar 1añ a viz Gwengolo 1939). En un doare ofisiel e krog gant ar brezel ar Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet d'an 3 a viz Gwengolo 1939, an URSS e miz Even 1941, abalamour d'an dagadenn alaman, hag ar Stadoù-Unanet d'ar 7 a viz Kerzu 1941, da-heul Pearl Harbor. Lodenn vrasañ broioù ar Bed a zo bet tapet doare pe zoare er brezel-se hag emgannoù a zo bet war bep kevandir.

Diwar neuze e stourmas mui pe vui daou du an eil a-enep d'egile : ar gevredidi hag an Ahel. Lakaet e voe un termen d'ar brezel en Europa d'an 8 a viz Mae 1945 goude kodianadur hep diviz an IIIde Reich, hag er bed a-bezh gant kodianadur hep diviz Impalaeriezh Bro-Japan, bro ziwezhañ an Ahel o vrezeliñ, d'an 2 a viz Gwengolo 1945.

Brezel brasañ Mad-den eo bet. Tro 100 million a soudarded eus 61 vro o deus stourmet war un 22 vilion kilometrad karrez bennak. 62 villion a dud a zo bet lazhet, siviled al lodenn vrasañ anezho. Estreget ur brezel etre broioù e voe un emgann etre ideologiezhioù ivez, ha setu perak e kenlabouras tud zo gant an enebourien er broioù aloubet pe, er c'hontrol, e voe strolladoù o vont a-enep pennoù-meur o bro e-giz en Alamagn, da skouer.

Ur Brezel hollek e voe : kemer a reas perzh ennañ ar soudarded koulz hag ar siviled ha lakaat a reas ar broioù a bep tu da implijout ar muiañ ma c'helljont o nerzhioù armerzhel, politikel, speredel hag o danvez madoù.

Biskoazh n'eo bet jedet en un doare resis ar sammad distrujoù bet degaset gant an Eil Brezel-Bed met a-dra-sur ez a en tu all da zistrujoù an holl vrezelioù renet gant Mad-den abaoe ma'z eus anezhañ. Efedoù spontus en deus degaset e speredoù ar poblañsoù ken feuls e voe ar mare-se.

Torfedoù-brezel a voe a bep tu, hag int liammet ouzh ur feulster a-berzh an armeoù hag ar polisoù ha ne oa ket bet gwelet biskoazh betek-henn. Diwar youl an Nazied e Alamagn hag hini Impalaeriezh Japan dreist-holl e voe ivez graet torfedoù euzhus a-vil-vern a-enep pobloù a-bezh, ha muntret un niver brasoc'h a dud eget e-pad lazhadegoù kent. Da-geñver an torfedoù-se e oa bet deportet tud e kampoù-bac'h da skouer, kampoù labour ha kampoù ar marv, enno kambreier gaz savet gant an Nazied a-benn lazhañ poblañsoù a-bezh (Yuzevien, Slaved, Tziganed) pe c'hoazh rummadoù tud resis (heñvelrevidi, Testoù Jehovah, tud nammet, ha kement zo).

En Azia ivez, ar renad japanat Shōwa a lakaas 10 million a Sinaiz da labourat evit ar c'hKōa-in er Manchoukouo, 200 000 plac'h eus Korea hag ar Reter-pellañ a voe kaset da « frealziñ » ar soudarded ha muntroù siviled a-vil-vern a c'hoarvezas e meur a lec'h, evel e Sina e-pad lazhadeg Nankin da skouer.

Gant an Nazied e voe ivez muntret ingal an holl re a yae a-enep d'o folitikerezh e mod pe vod hag respontet e voe d'an tagadennoù a-enep an arme alaman oc'h heskinañ ar siviled. An unanenn japanat 731 ha medisined nazi evel an SS Josef Mengele a arnodas ivez gant Mad-den en un doare euzhus. Bombezadegoù bras a-enep d'ar poblañsoù a c'hoarvezas, gant an Ahel da gentañ (Coventry e Bro-Saoz, Rotterdam en Izelvroioù ; Shanghai, Guangzhou ha Chongqing en Azia) ha gant ar Gevredidi war-lerc'h (Dresden hag Hamburg en Alamagn, Tokyo gant napalm).

Evit ar wezh kentañ e voe implijet ar vombezenn atomek a-enep d'ur vro : div vombezenn A kaset gant ar Stadoù-Unanet war siviled o deus tarzhet, an hini gentañ tri devezh war-lerc'h eben, e Hiroshima hag e Nagasaki (Japan).

An Eil Brezel-Bed a reas eus ar Stadoù-Unanet hag eus URSS, ar broioù brasañ a oa bet trec'h en emgann-se, riezoù dreist o galloudoù ha lakaet da vistri war ar bed e-pad ar 40 vloaz war-lerc'h. Gwanaet e voe ivez impalaerezhioù Europa ha kregiñ a reas ar prantad didrevadenniñ en Azia, en Afrika hag er broioù arab betek ar bloavezhioù 60.

Ar brezel bras diwezhañ-se, pa echuas, a lakaas da ziwan ur mare adsavadur ha berzh ekonomikel ha tamm-ha-tamm ur raktres unaniezh politikel peoc'hel.


Trec'hioù armeoù an Ahel (1939-1942)
Montreal Daily Star: "Germany Quit", May 7, 1945

Tud pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]




Tudennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Politikourien pe vrezelourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivagnerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgannoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgannoù war vor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bombezadegoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Bugel o leñvañ goude bombezadeg Shangai e 1937

Dielloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]