Albert Speer
Bet ganet d'an 19 a viz Meurzh 1905 e Mannheim ez eas Berthold Konrad Hermann Albert Speer war-lerc'h e dad war ar vicher a disavour.
E 1931 e emezelas d'an NSDAP a oa Adolf Hitler en e benn.
E 1934 e voe savet gant Speer ar c'hinklañ meurdezus a voe da gendalc'h bloaziek ar strollad nazi e Nürnberg. Tisavour ofisiel ar riez nazi e voe diwar neuze.
Ennañ e voe fiziet gant Hitler e huñvre pouezusañ : sevel Germania, "kêr-benn ar bed" (alamaneg: Welthauptstadt Germania), diwar gêr Berlin. Abalamour d'ar brezel ne voe savet netra en-fetis panevefe ar gañsellerez nevez (alamaneg: Neue Reichskanzlei, bet distrujet e 1945).
E 1942 e voe anvet Ministr an Armerezh hag e 1943 ez eas da Vinistr ar produiñ greantel. An dud a oa er c'hampoù a lakaas da labourat a-lazh-korf.
Dirak lez-varn Nürnberg e 1945 e lavaras avat ne ouie netra eus an tordefoù bet kaset gant ar riez nazi. 20 vloavezh en toull-bac'h e chomas.
D'ar 1añ a viz Gwengolo 1981 ez eas da anaon e Londrez.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gitta Sereny: Albert Speer : son combat avec la vérité. Seuil 1997. (e galleg)
- Matthias Schmidt: Albert Speer. Das Ende eines Mythos. München: Goldmann 1983.(en alamaneg)
|