Heiz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Heiz
Barley.jpg
Triticum spelta
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plant
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Liliopsida
Urzhad : Poales
Kerentiad : Poaceae
Genad : Hordeum
Anv skiantel
Hordeum vulgare
L.
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection (yellow).svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png
Hordeum vulgare

Heiz (Hordeum vulgare) a zo un ed implijet dreist-holl evit ar magadurezh met ivez d'ober malt. Ur blantenn eus ar c'herentiad Poaceae eo. Gant 560000 km² eo ar pevare ed gounezet ar muiañ er bed[1]. Dont a ra diwar an heiz gouez (Hordeum spontaneum) hag eveltañ eo diploid. Evel ma c'hell an daou spesad parañ an eil gant an egile e vez alies gwelet evel daou isspesad. An disheñvelder pouezusañ etrezo eo ar rachis bresk eus ar stumm gouez.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heiz gouez a gaver e lec'hiennoù eus fin henoadvezh ar maen er Reter Nesañ, e-pad ar Natoufian met ar stumm-feurm kentañ a vez kavet e Siria. Unan eus an edoù gounezet kentañ e oa an heiz, asambles gant an Triticum monococcum hag an Triticum dicoccon[2]

Pouezus e oa an heiz en Hengipt ma veze implijet d'ober bara pe bier.

Kementadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gounit heiz e 2005
Produerien heiz pennañ — 2007
(e milionoù a donennoù)
Banniel Rusia Rusia 15.7
Banniel Kanada Kanada 11.8
Banniel Spagn Spagn 11.7
Alamagn Alamagn 11.0
Frañs Frañs 9.5
Banniel Turkia Turkia 7.4
Banniel Ukraina Ukraina 6.0
Banniel Aostralia Aostralia 5.9
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 5.1
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 4.6
Hollad ar bed 136
Mammenn:
Aozadur ar BU evit ar Boued hag ar Gounezerezh (FAO)
[3]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [1]
  2. Saltini Antonio, I semi della civiltà. Grano, riso e mais nella storia delle società umane,, prefazione di Luigi Bernabò Brea Avenue Media, Bologna 1996.
  3. [2]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger heiz er
wikeriadur, ar geriadur frank.