Boston

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Boston, Massachusetts

Boston eo kêr-benn ha kêr vrasañ e stad Massachusetts, e Stadoù Unanet Amerika. Kreizenn ekonomikel ha sevenadurel Bro-Saoz Nevez eo ivez. Bez' e oa 617 594 a annezidi o chom enni e 2010. Gant Cambridge ha Quincy ez a d'ober ur veurgêr, 4 588 680 a dud enni, an dekvet tudetañ tolpad eus ar Stadoù-Unanet. Brudet eo kêr evit he skolioù-meur hag he buhez sevenadurel.

Diazezet eo bet d'an 17 Gwengolo, 1630 gant ar Puritans eus Bro-Saoz. Unan eus kêrioù koshañ ar Stadoù-Unanet eo.