Saoz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar ger saoz a gaver e brezhoneg evel anv-kadarn, boutin pe divoutin, hag evel anv-gwan.

Anv-kadarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • evit komz eus un den eus Bro-Saoz,
    • ur Saoz (liester Saozon), ha, dre verrdro ha dre fazi, evit komz eus un den eus Breizh-Veur.
  • evit komz eus Bro-Saoz met ral a wech : bezañ en Saoz.
  • evel anv-tiegezh brezhonek: ar Saoz (Le Saux e galleg peurvuiañ), a glot gant an anv-tiegezh gallek Langlais pe Langlet (evel en anv Xavier de Langlais, war a seblant)

Anv-gwan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • evit komz eus tud pe eus traoù a orin eus Bro-Saoz, ha, dre fazi, a orin eus Breizh-Veur
    • bier saoz, te saoz, ur paotr saoz
  • evit komz eus tud a vesteod pe a c'hag e vez lavaret int saoz: saozañ a reont.
  • en anv-lec'h Kersaoz, skrivet Kersauce e galleg.


Loened ha plant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ar ger saoz da spizer en un nebeud anvioù da envel :

Gerioù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Eus yezh Bro-Saoz, a gomzer e meur a vro all, e vez graet saozneg; dre c'hoap e vez lavaret saoznaj ivez.
  • Saoznegañ a ra an dud a gomz ar yezh-se: saoznegerien int.
  • Saozkar pe saozkarourien eo ar re a gar ar Saozon.