Laezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ul leue o tenañ e vamm
Plac'h al laezh , gant Johannes Vermeer (v. 1660-1661). Implijet eo bet al livadur gant ar varc'hadourien evit brudañ o boued-laezh.

Al laezh a zo un dourenn, pe ul liñvenn, gwenn he liv, a vez furmet e bronnoù ar bronnegezed e-keit ma vezont o tougen re vihan.

Ar magadur gwellañ, hag an hini nemetañ a c'haller reiñ d'an darn vuiañ eus ar bronneged bihan eo: ennañ e kavont pezh zo ezhomm da greskiñ. D'ar vugale e c'haller reiñ pe laezh o mamm, o vezañ m'eo ur vronnegez ivez, pe hini ul loen bronnek bennak all, laezh-saout dreist-holl en hon bro.

Goro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre vras, pa vez kaoz a laezh e vez kaoz eus hini ar saout eta. Evit tennañ laezh digant ur vuoc'h, pe digant ur c'havr pe un dañvadez, pe ur gazeg pe ur gañvalez, e c'heller gwaskañ war begoù o bronnoù, ar pezh a vez anvet goro (ul loen). Er broioù diorroet e vez goroet ar saout (pe ar chatal all) gant un ardivink a reer goroerez anezhañ.

Greanterezh al laezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Produet e vez al laezh e-kreiz atantoù bras er broioù diorroet ken e vez goroet diwar ar saout miliardoù a litradoù laezh, a vo evet pe debret e stumm boued-laezh.

Peurliesañ e vez tennet an darn vuiañ eus an dienn: diziennet e vez al laezh, ha gant an dienn e vez graet amann.

  • Kaoz zo bet, e 2008, ne oa ket a-walc'h a laezh ken, ez aje ar prizioù war-raok abalamour da se.
  • Manifester ez eus adarre gant ar saverien saout-laezh abalamour ne vezont ket paeet a-walc'h pa vez gwerzhet keroc'h gant ar stalioù bras.
  • E Bro-Sina e vez lakaet traoù kimiek el laezh, ken ez eus bet miliadoù a vugale glañv. Aon zo e c'hoarvezfe kemend-all en hon bro en da-zont.

Laezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • laezh a-dreuz, laezh nevez-c'horoet, ha n'eo ket kignet pe digoavenet, gwelout levrioù Jules Gros.
  • laezh-bistro
  • laezh-bouc'h: anv dizereat a vez graet eus ar sper
  • laezh-bourjon, pe bourjonek, pe bourjonet
  • laezh-dienn, pe diennek
  • laezh diziennet, pe digoavenet
  • laezh-dous, enebet ouzh laezh trenk, pe laezh-ribod
  • laezh-druz
  • laezh-glas, pe glazet,
  • laezh-gludennek,
  • laezh-goedennek
  • laezh-gwelv
  • laezh-gwendarzh
  • laezh-kaoulet
  • laezh-kignet, pe diziennet
  • laezh-koaven, pe koavenek, anv all al laezh-dienn
  • laezh-kriz, ha n'eo ket bet poazhet
  • laezh-kujen
  • laezh-livrizh, pe laezh-dous (llefris eo anv al laezh e kembraeg an hanternoz)
  • laezh-neudennek
  • laezh-peka, pe laezh-peket, kentañ laezh ur vuoc'h nevez-halet
  • laezh-poazhet, kontrol d'al laezh-kriz
  • laezh-ribod
  • laezh-tarv: evel laezh-bouc'h
  • laezh-tarzhet
  • laezh-tourgouilh
  • laezh-trenk
  • laezh-tro
  • laezh-uzen, pe laezh-peka
  • dourlaezh, pe dour-laezh (hervez Geriadurig Roparz Hemon), a zo laezh mesket gant dour

Gerioù gant laezh enno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

hag ivez

Sellout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krennlavaroù diwar-benn al laezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troiennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Diouzh o dent e vez goroet ar saout
  • Dous evel al laezh
  • N'eus ken gwaskañ war e fri hag e teuy laezh

Laezh en taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]