Japan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
日本国
Nihon-koku
pe Nippon-koku

Japan
Banniel Japan Siell impalaerel Japan
Banniel Siell impalaerel
Ger-stur: hini ebet
Kan broadel: Kimi Ga Yo (君が代)
Lec'hiadur Japan
Kêr-benn Tokyo (東京)
Kêr vrasañ (memes hini) [1]
Yezh(où) ofisiel hini ebet, met ar japaneg eo ar yezh vroadel
Gouarnamant Monarkiezh vonreizhel
 - Impalaer Akihito
 - Kentañ ministr Shinzo Abe
Gorread
 - Hollad 377 835 km² (62vet)
 - Dour (%) 0.8
Poblañs
 - niveradeg 127 288 419
 - Stankter 337,3/km²
Moneiz Yen (¥, 円) (JPY)
Gwerzhid-eur (UTC+9)
Kod kenrouedad .jp
Kod pellgomz +81
Japan

Ur strollad inizi, Enezeg Japan a-hed aodoù sav-heol Azia, a ya d'ober Japan (e japaneg: 日本 Nihon pe Nippon, ent-ofisiel Stad Japan, 日本国 Nippon-koku pe Nihon-koku). Peder enezenn bennañ a zo d'ar vro-mañ : eus an norzh betek ar su, Hokkaido, Honshu (an hini vrasañ), Shikoku ha Kyushu ha 97 % eus ar vro zo dindane. 6 852 enez a zo en holl e Bro-Japan abaoe 1945[2]. Ouzhpenn 300 km eo an enezeg en holl. 600 kilometrad e mervent Kyushu emañ Naha, war Enez Okinawa a zo lod eus strollad inizi Ryukyu (pe Ryūkyū rettō e japaneg). En tu-hont da 1 000 kilometrad hirder a zo da enezeg Nanpo, e su Tokyo. Dindan Rusia emañ inizi Sac'halin (Karafuto e japaneg) ha Kouril (Chishima retto) a zo muioc'h eget 1200 kilometrad hirder dezho. E norzh ar vro emaint hag alies-kaer e vezont gwelet evel penn-pellañ Japan.

Meneziek eo ar pep brasañ eus an enezennoù, lod zo savet diwar obererezh menezioù-tan. Menez uhelañ Bro-Japan da skouer, ar menez Fuji (3 776 m), zo ur menez-tan (dizoberiant abaoe 1707). 10vet bro bobletañ ar bed eo Bro-Japan, gant 127 milion annezad evit 377 835 km2 (337 annezad/km2), zo o chom evit al lodenn vrasañ e kompezennoù strizh an arvor. Tōkyō bras, anezhañ kêr-benn Tōkyō ha meur a brefeti tro-dro dezhi, zo an tolpad kerioù brasañ eus ar bed, gant ouzhpenn 30 milion a annezidi.

Diskouezet eo bet gant an arkeologiezh e oa poblet Bro-Japan kerkent hag ar paleolitik uhelañ. Graet e oa menegoù dre skrid eus eus Bro-Japan e testennnoù istor Sina adalek ar I kantved. Troc'het eo istor Bro-Japan e prantadoù ma oa levezonet kalz gant ar bed diavaez heuliet gant prantadoù hir digenvez. Abaoe diazezadenn e vonreizh nevez e 1947 ez eo deuet Bro-Japan da vezañ ur vonarkiezh vonreizhel gant un impalaer hag ur parlamant dilennet, an Dael.

An trede brasañ galloud ekonomikel eus ar bed eo Bro-Japan hervez ar PDG. Ar pevare ezporzhier brasañ eo ivez hag ar c'hwec'hvet emporzhier brasañ. Ur vro diorroet eo, dezhi ul live buhez uhel, hag an esperañs bevañ hirañ en deus er bed (hervez jedadennoù an ABU)[3]. Mes arabat eo d'an daolenn vrav-se kuzhat ar c'hudennoù bras a c'hourdrouz amzer da zont ar vro : gouzañv a ra Bro-Japan diwar ur feur genel e-mesk ar re izelañ er bed, kalz re izel da erlerc'hiañ ar rummadoù a ya da anaon[4]. Emañ poblañs ar vro o tigreskiñ[5]. Ar vro eo er bed e lec'h ma pouez ar muiañ an dle foran ivez[6]. Homañ a dizhe e 2009 217,7 % eus ar PDG[7].


An Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar vojenn e voe diazezet Bro-Japan er VIIvet kantved kent J.-K gant an impalaer Jimmu. Degaset e oa bet reizhiad ar skritur sinaek hag ar voudaegezh e-tro ar Vvet kantved hag ar VIvet kantved, loc'het eo gante ur prantad levezon eus sevenadurezh Sina bras ha hir er vro. Komanderien arouezel e voe an impalaerien, na bout ma oa peurliesañ gwir c'halloud ar vro gant noblañs galloudek al Lez, rejanted anezhe, pe shoguned anezhe.
E-tro ar XVIvet kantved ec'h aochas e Japan koñversanted deuet eus Portugal, lod all eus an Izelvroioù, eus Bro-Saoz, hag eus Bro-Spagn, asambles gant misionerien gristen. E-pad al lodenn gentañ eus ar XVIIvet kantved e tiskredas ar shogunelezh warne e oant ar preveudioù eus un aloubadenn gant an armeoù european hag e tihanas an holl zaremprejoù gant an diavaez nemet darempredoù strizhik gant marc'hadourien eus Sina hag eus an Izelvroioù e Nagasaki (dres war Enez-Dejima). Hag e-barzh an distro e-pad 200 vloaz, ken ma pouezas ar Stadoù-Unanet, gant ergerzhadeg ar C'homodor Matthew Perry, war Japan a-benn he digeriñ da vroioù ar c'hornaoueg gant feur-emglev Kanagawa e 1854.

E-korf un nebeud bloavezhioù hepken en em dreuzfurmas kalz kevredigezh ar vro pa oa deuet an darempredoù en-dro gant broioù ar c'hornaoueg. Diskaret e oa ar shogunelezh, ha laket e oa an Impalaer da ren war an impalaeriezh en-dro. Gant adreizhadennoù an oadvezh Meiji kroget e 1868 e teuas cheñchamantoù e-leizh. Torret e oa ar reizhiad gladdalc'hel, ha kalz lezennoù eus broioù ar c'hornaoueg a voe kemeret, enne ur reizhiad lezenniñ hag a c'houarnamant. Adreizhadennoù all a voe ivez en armerzh, er gevredigezh hag en arme, ar pezh a dreuzfurmas Bro-Japan en unan eus riezoù bras ha modern ar bed. Ur youl vras da sevel a savas er vro gant-se. Tarzhañ a reas brezelioù a-enep da Vro-Sina (e 1895), hag a-enep da Vro-Rusia (e 1905) da-heul. Gounezet e oa gant Impalaeriezh Bro-Japan: Korea, Taiwan ha teroueroù all e-kerzh ar brezelioù-se.
Er penn kentañ an XXvet kantved e kendalc'has an impalaeriezh da astenn : aloubiñ a reas Mandchouria ha sevel eno ar Stad margodenn Manchouoko. Un eil brezel a loc'has e Sina (1937), ha da echuiñ an argadenn e Pearl Harbor e 1941 a lakaas ar vro da gemer perzh en Eil Brezel-bed. Trec'het e voe Japan e 1945 da ziwezhañ, goude ma oa taolet div vombezenn atomek gant ar Stadoù-Unanet, unan war Hiroshima hag unan all war Nagasaki. Kodianañ a reas Impalaeriezh Bro-Japan ha kevrediñ a reas ar gouarnamant nevez gant an Amerikaned d’an 2 a viz Gwengolo 1945.
Dindan gward ar Stadoù-Unanet e chomas Japan gwastet betek 1952. Addeuet ar vro d'he ment a orin en em lakas an armerzh en e sav en-dro goude 1952, ha berzh gant annezidi an enezennoù a-benn bremañ.

Kêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed amañ roll kêrioù Japan hervez o foblañs:

Ar c'hêrioù hervez o foblañs
Renk Kêr Prefeti Poblañs Renk Kêr Prefeti Poblañs


Tokyo
Sapporo
Sapporo

1 Tokyo Tokyo 8.949.447 11 Hiroshima Hiroshima 1.174.209
2 Yokohama Kanagawa 3.689.603 12 Sendai Miyagi 1.045.903
3 Osaka Osaka 2.668.371 13 Kitakyushu Fukuoka 977.288
4 Nagoya Aichi 2.263.907 14 Chiba Chiba 962.130
5 Sapporo Hokkaidō 1.914.434 15 Sakai Osaka 842.134
6 Kobe Hyōgo 1.544.873 16 Niigata Niigata 812.192
7 Kyoto Kyoto 1.474.473 17 Hamamatsu Shizuoka 800.912
8 Fukuoka Fukuoka 1.463.826 18 Shizuoka Shizuoka 737.294
9 Kawasaki Kanagawa 1.425.678 19 Sagamihara Kanagawa 717.561
10 Saitama Saitama 1.222.910 20 Okayama Okayama 716.328
Niveridigezh 2010

Mont a ra kalzik eus ar c'hêrioù-se d'ober megalopolennoù.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Da geñver melestradurezh n'eo ket Tokyo ur gêr hiziv ken, met ur vetropolenn, hag a glot gant ur prefeti. Yokohama eo ar gêr bobletañ neuze.
  2. Facts and Figures of Japan 2007 01: Land.
  3. United Nations World Population Propsects: 2006 revision – Taolenn A.17 evit 2005-2010.
  4. E 2010, e oa negativel feur kresk ar boblañ e Bro-Japan gant -0.191%, hag istimet e oa ar feur strujusted da 1, 2 bugel dre vaouez, hervez The World Factbook, CIA (2010).
  5. (fr) Frédéric Lemaître, « Les Japonais menacés de disparition, par Frédéric Lemaître », e Le Monde, 29 a viz Gwengolo 2007, enlinenn d'ar 28 a viz Gwengolo 2007, [1].
  6. La Tribune - Les pays du monde les plus endettés - 11/02/2010.
  7. Reuters, 12/07/2010 - Le Japon en situation de blocage politique - Selon les données du FMI, le poids de la dette représentait en 2009 217,7 % du PIB.