Degemer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

61 444 fennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Sophie scholl bust.JPG

Sophie Scholl (ganet d'an 9 Mae 1921 e Forchtenberg ha marvet d'an 22 C'hwevrer 1943 e München) a oa ur stourmerez politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed, hag unan eus pennoù ar Rozenn Wenn (Die Weiße Rose).

Evel an holl re yaouank e voe ret dezhi kemer perzh e kevredigezhioù yaouankiz nazi. Gouzañv a rae dre ma veze krennet war ar frankiz, da soñjal ha da gaout ur relijion. War-lerc'h he bachelouriezh e 1940 ez eas da ziwallerez bugale. Goude-se e stagas gant studioù bevoniezh ha prederouriezh e miz Mae 1942 e München.

Abalamour d'he deskadurezh katolik, d'an enebiezh krenn embannet gant he zad ouzh an naziouriezh, da skiant-prenañ he breur, soudard ha studier war ar vezegiezh, ha goude klañvgarrour en ospitalioù talbenn ar Reter, e tigoras he daoulagad war stad Alamagn.

Adalek miz Mezheven 1942 en em vode gant he breur Hans ha Carl Muth hag o sikour a reas da embann ha da skignañ traktoù a-enep ar renad nazi hag ar brezel. Teurel traktoù a reas e porzh diabarzh skol-veur München ha diskuliet e voe d'ar Gestapo gant porzhier ar skol-veur. Harzet e voe Sophie hag he breur d'an 18 a viz C'hwevrer 1943 ha kaset dirak ar Lezvarn ar Bobl. Kondaonet e voe d'ar marv goude ur vreutadeg teir eurvezh hepken.

Dibennet e voe d'an 22 a viz C'hwevrer 1943 e München. Kalonek e tiskouezas bezañ en deiz-se hervez testeni gwarded an toull-bac'h.

En Alamagn ez eus bet lakaet un toullad mat a skolioù en anv Sophie ha Hans Scholl.

muioc'h...

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 5 a viz Meurzh 2017 ha Keleier ar vro.

Kim Jong-un

Keleier ar Wiki

* War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, hag ouzhpenn 61 000 pennad zo bremañ. Ur plas hon eus kollet hag en 74vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar piemonteg hag ar belaruseg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.

* E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp atav en 78vet plas [2], etre an ourdou hag ar yiddish. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel tizh pe lipid ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 22 evit ar mare).

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.

* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus