Elesbed II
Eus Wikipedia
Elesbed II (Elizabeth Alexandra Mary ent-ofisiel) eo rouanez Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Hanternoz Iwerzhon abaoe 1952. Abaoe an 9 a viz Gwengolo 2015 eo deuet da vezañ ar rieg saoz an hirañ e ren, en tu-hont eta da hini he mamm-ioù, ar rouanez Victoria, a oa chomet 63 bloaz, 7 miz ha 2 zeiz war an tron.
Rouanez meur a wech[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rouanez Kanada, Aostralia, Zeland-Nevez, Jamaika, Barbados, ar Bahamas, Grenada, Papoua Ginea-Nevez, Inizi Salomon, Tuvalu, Saint Lucia, Sant-Visant hag ar Grenadinez, Belize, Antigua ha Barbuda, Saint Kitts ha Nevis ivez eo Elesbed II, hag e pep hini eus ar broioù-se ez eus dileuriet ur Gouarnour-Jeneral.
E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Isabel eo hec'h anv e spagnoleg, portugaleg, ha galizeg.
Familh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pried[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Philip, Dug Dinedin, ganet e 1921, dimezet e 1947.
Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Charles, Priñs Kembre (ganet e 1948)
- Anne, Priñsez Real (ganet e 1950)
- Andrew, Dug York (ganet e 1960)
- Edward, Kont Wessex (ganet e 1964)