Surinam

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Republiek Suriname

Republik Surinam
Banniel Surinam Skoed-ardamez Surinam
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur: Justitia - Pietas - Fides
Kan broadel: ustitia - Pietas - Fides
Lec'hiadur Surinam
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Paramaribo
5°50′N 55°10′W
Yezh(où) ofisiel Nederlandeg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Dési Bouterse
Gorread
 - Hollad 163,821 km² (91)
 - Dour (%) 1.1
Poblañs
 - istimadur 2005 470,784 ()
 - niveradeg 2004 487,024
 - Stankter 2.7/km² (223)
PDK (PGP) 2007 (istimadur)
 - Hollad $2.898 milliard (160)
 - Keidenn $5,683 (96)
FDD  () Green Arrow Up Darker.svg 0.774 (kreiz) (85)
Moneiz Dollar Surinam (SRD)
Gwerzhid-eur (UTC-3)
-3
Kod kenrouedad .sr
Kod pellgomz +597

Ur riez e reter Suamerika eo Surinam. Lec'hiet eo etre Gwiana ha Guyana. Un harz he deus gant Brazil war-du ar su. Ar riez vihanañ e Suamerika eo. Kent e zizalc'hidigezh e 1975 e oa un darn eus an Impalaeriezh trevadennel izelvroat.


Melestradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disrannet eo Surinam e 10 bann

  1. Brokopondo
  2. Commewijne
  3. Coronie
  4. Marowijne
  5. Nickerie
  6. Para
  7. Paramaribo
  8. Saramacca
  9. Sipaliwini
  10. Wanica

| Map of the districts of Suriname in alphabetical order |}


Politkerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un demokratelezh vonreizhel eo Surinam, diazezet war bonreizh 1987.

Ar galloud lezennel a zo gant ar Vodadeg Vroadel, 51 ezel dilennet evit pemp bloaz enni. Penn ar stad eo ar prezidant. Dilennet eo evit pemp bloaz gant mouezhioù an div drederenn eus ar Vodadeg Vroadel da vihanañ. Ma ne c'hounez ket danvez prezidant ebet an div drederenn eus ar mouezhioù e voder ur Vodadeg ar Bobl aozet eus ar gannaded hag eus ar guzulierien-kêr pe rannvro. Ganto e vez dilennet ar prezidant neuze. Envel a ra ar prezidant 16 ministr. Ne c'hell ket bezañ kaset kuit ar prezidant kent fin e amzeriad.