York

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Iliz-veur York, anvet York-Minster

York zo ur gêr en hanternoz Bro-Saoz hiziv hag unan eus re goshañ ar vro. Evrog e oa hec'h anv brezhonek kozh (diwar ar wrizienn keltiek *ebor; brezhoneg evor; kembraeg: efwr; iwerzhoneg: iubhar; stumm latinekaet: ibor > Eburacum), a veze roet da gêr Eboracon. Evoreg e vije e brezhoneg hiziv.

Savet eo bet kêr York e kember ar stêrioù Ouse ha Foss. 137 505 annezad zo e kêr, 184 900 er veurgêr.

Ker-benn gozh kontelezh York (Yorkshire) eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet, a-hervez, er bloavezh 71 kent JK, e bro ar bobl vrezhon Brigantes. Gant se n'eo ket ur gêr roman a orin, pa ne c'hoarvezas dilestradeg armeoù Julius Caesar nemet e 55 kent JK e kreisteiz an enez. Eus an tremened brezhon ne chom netra avat, ha pinvidik eo istor roman ha viking kêr, ma teu touristed a-leizh d'he gwelout. Ur skol-veur zo enni.

Iskis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo da vezañ kêr Europa ar muiañ hentet gant an tasmantoù, mojenn ijinet, eme tud zo, da sachañ touristed.