Ovidius

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ovidius, hervez al Liber Chronicarum
Dremm Ovidius

Ovidius, pe Publius Ovidius Naso a oa ur barzh latin, ganet d'an 20 a viz Meurzh 43 kent JK e Sulmona, e kreisteiz Italia, ha marvet er bloavezh 17 goude JK , en harlu e Tomes, a zo Constanţa hiriv e Roumania.

Bevañ a reas da vare ginivelezh an impalaeriezh roman: ganet e oa bloaz war-lerc'h muntr Caesar, pa erruas Aogust er galloud, ha pa droas ar republik, gant skoazell ar sened roman , en un imapaleriezh. Mervel a reas tri bloaz war-lerc'h an impalaer kentañ.

E oberenn vrudetañ eo ar Metamorfozoù.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa en un tiegezh marc'heion. Studiañ a reas ar retorik e Roma. Dilezel a reas al labour war ar gwir hag ar velestradurezh, ha brudet e voe gant e varzhonegoù.

D'e 18 vloaz e voe aotreet gant e dad da vont da veajiñ da Hellaz. Roud ar veaj-se a verko e oberenn. Pa voe 40 vloaz e tilezas ar varzhoniezh erotek evit skrivañ ar Metamorfozoù, barzhoneg ennañ 12 000 hegzametr daktilek rannet e 15 levr, diwar-benn ar mojennoù hellazat ha roman.

D'an 19 a viz Du er bloavezh 8 goude JK e voe harluet Ovidius da aod ar Pont-Euxin. Mont a reas da chom da Domes (Constanţa en Roumania hiziv) dre urzh Aogust, ar perag n'ouzer ket. Hervez an abeg ofisiel (diaes da grediñ pa seller ouzh oberennoù tud all) eo dre ma oa anv eus buhez diroll en e levr An Arz da garout. Tud zo a lavar e oa deuet Ovidius da vezañ serc'heg Julia, merc'h Aogust, hag e vije bet displijet-bras an tad.
Erruout a reas e Tomes d'an 9 a viz Mae eus ar bloaz 9, ha mervel eno 8 vloaz goude. E seizh gwellañ a reas da zistreiñ, met ne voe ket aotreet.
Ne voe ket kaset e gorf da Roma en-dro.


Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ovidius o tiskouez pegen heñvel eo ar bed ouzh ur vi, aourlivadur evit ar Metamorfozoù, Flandrez, XVvet kantved.

Hag ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Ovidius.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]