Europa (kevandir)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Europa)
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Europa gwelet eus an egor

Ur c'hevandir eo Europa, hervez lod ne vefe nemet un iskevandir eus an hollad brasoc'h a vez graet Eurazia anezhañ.

Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus ar briñsez Europa, merc'h d'ar roue Sidon hag honnezh, hervez ar vitologiezh c'hresian, a oa bet skrapet gant Zeus peogwir e vage karantez outi. Europa ne gredas ket nac'h mont war gein an doue en doa kemeret stumm un tarv kaer ha jentil-tre. Ober a reas Zeus ul lamm war-c'horre ar mor betek enez e c'hanedigezh, Kreta. Eno e c'hanas Europa Minos ha Rhadamantos, barnerien ar re varv. Roet e voe anv Europa d'ar c'hevandir a oa chomet dizanv c'hoazh hervez ur soñj c'hoarvezet d'ar briñsez pa oa ur grennardez anezhi.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hiadur Europa

Location of Europe.svg

Bevennoù Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre m'eo Europa un iskevandir muioc'h eget ur c'hevandir eeun eo kemm-digemm ar bevennoù anezhi. Evit an douaroniezh e heuilh he bevennoù ar Mor Kreizdouar, strizh-mor Bosfor, Menez Elbruz, ha Menez-Oural. Evit abegoù politikel ha sevenadurel eo ledetoc'h Europa a-wechoù.

Europa: (e gwer) Europa; (glas-sklaer) Astenn en Azia eus Stadoù a zo lodek en Europa; (glas-teñval) Armenia ha Kiprenez, a zo en Azia, met ezel int eus Kuzul Europa.


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ragistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh eo bet kavet ar roudenn goshañ (war-dro 400 000 bloaz 'zo) lezet gant un tan graet gant un den (mougev Menez Dregan war an aod e Ploeneg).

Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Europa ar yezhoù (e kastilhaneg)
Europa, 1000.

Kalz brezelioù a zo etre broioù Europa.

Istor nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peogwir o deus bet c'hoant da berc'hennañ kalz broioù all war ar bed eo en em gannet broioù Europa kenetrezo. Se eo abeg ar c'hentañ brezel-bed. Pa voe echu ar brezel-mañ, emañ izelaet ha mezhekaet Bro-Alamagn gant Bro-C'hall. Setu perak e komañs ur brezel-bed nevez.
Ur wech echu an eil brezel-bed, setu troc'het Europa etre Europa ar C'hornôg, eus tu an Amerikaned hag Europa ar Reter eus tu an Unaniezh Soviedel.
Kroget e voe da unvaniñ broioù Europa ar c'hornôg goude an eil brezel-bed. E dibenn an XXvet kantved ez a d'ar strad ar bed komunist; setu perak e vez klasket bremañ unaniñ broioù Europa ar reter gant reoù ar c'hornôg.

Doareoù da rannañ Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare da rannañ Europa hervez an Istor hag ar sevenadur (kartenn alamanek).

Gwelet ivez:

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Web[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kevandirioù ha rannvedoù
LocationNorthAmerica.png
Norzhamerika
Location of Europe.svg
Europa
LocationEurasia.png
Eurazia
LocationAsia.png
Azia
LocationBothAmerica.png
Amerikaoù
Eurasiaafrica.jpg
Eurafrazia
LocationOceania.png
Okeania
LocationAustralia.png
Aostralia
LocationSouthAmerica.png
Suamerika
LocationAfrica.png
Afrika
LocationAntarctica.png
Antarktika
Gourgevandirioù kozh :
Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia