Butun

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Butun a vez graet eus un danvez labouret ha tennet eus ar plant Nicotiana tabacum (an delioù sec'het) a orin eus Amerika hag eus ar reizh plant Nicotiana eus familh an Solanaceae. Aozet e vez da vout butunet, chaoket pe friataet. Implij ar butun a zo en em ledet dre ar bed adal Amerika. Kenwerzh ar butun a vez alies ur monopol Stad gant taosoù disheñvel-tre hervez ar vroioù.

Ar butun a zo mamenn d'ur sujidigezh spered ha korfel kreñv. Degas a ra kudennoù yec'hed e-leizh, tro 6 milion a dud a varv dre ar butun bep bloaz er bed, 600 000 anezho o vezañ nann butunerien met soubet alies er moged butun (butunerezh-gouzañv ). Kalz kleñvedoù a zo liammet gant ar fed da vutuniñ (kleñvedoù kalon-gwaziennoù; krignoù-bev...).

Butunerez e Kuba.