Christina Rossetti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Christina Rossetti, gant he breur Dante Gabriel Rossetti.
Christina Rossetti

Christina Georgina Rossetti (Londrez, 5 a viz Kerzu 1830 - idem 29 a viz Kerzu 1894) a oa ur varzhez saoznek hag a skrivas barzhonegoù romantoù ha barzhoniezh evit bugale. E-touez e bezhioù brudetañ emañ ar varzhoneg hir Goblin Market, he barzhoneg karantez Remember, hag ar ganaouenn In the Bleak Midwinter.

Merc'h e oa da Gabriele Rossetti, ur barzh italian, ha da Frances Polidori. He mamm a oa c'hoar da John Polidori, ur mignon da Lord Byron. He zad-kozh, Gaetano Polidori, a oa perc'henn d'ur private press hag a embannas he c'hentañ barzhonegoù. C'hoar e oa da Dante Gabriel Rossetti, William Michael Rossetti ha Maria Francesca Rossetti.

Savet e voe er gêr gant he mamm. Troet e oa gant ar relijion anglikan ha nac'h a reas dimeziñ da James Collinson, troet katolik.

Mervel a reas e 1894 gant ar c'hrign-bev.


Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Golo levr Christina Rossetti Goblin Market and Other Poems (1862), graet gant he breur Dante Gabriel Rossetti.
  • Goblin Market and Other Poems (1862)
  • The Prince's Progress and Other Poems (1856)
  • Commonplace (1870)
  • Sing-Song: a Nursery Rhyme Book (1872, 1893)
  • A Pageant and Other Poems (1881)
  • Verses (1893)
  • New Poems (1895)
  • Uphill (1887)

Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv ar romant The Cuckoo's Calling, gant J.K. Rowling, zo tennet eus ur varzhoneg gant Christina Rossetti, anvet A Dirge.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]