Kristeniezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen


Ur relijion diazezet dreist-holl war un dudenn, eus ar Iañ kantved, ar C'hrist (an eouliet) e ditl, eo ar gristeniezh. Disklêriañ a ra ar Gristenion ez eo bet kaset an dudenn-se e-touez an dud gant kentañ person an Dreinded, Doue an Tad. Doue deut da zen ez eo Jezuz-Krist eta evit ar Gristenion, pe, gant gerioù all, "Mab Doue", eil ferson an Dreinded.

Prezegenn Jezuz war ar menez, gant Carl Heinrich Bloch, livour danat, war-dro 1890.

Hervez testeni istorek ar c'heodedour roman Flavius Jozef ha dreist-holl peder danevell e vuhez anvet an avieloù, skridaozet e gregach kozh, e veve e Palestina (Israel ha Palestina hiziv) un den, Jezuz a Nazared e anv (hebraeg: יְהוֹשֻׁעַ, Yəhošúaʿ). En avieloù e lenner eo bet ganet e Betleem ha marvet dre groazstagadur tost da Jeruzalem dre urzh ar Romaned a oe mistri war ar vro, war goulenn ul lez-varn relijiel renet gant beleion uhelañ ar relijion yuzev ma oa bet desavet Jezuz enno. Daneveller unan eus an Avieloù, Lukaz, a zanevellas ivez e zasorc'hidigezh a varv da varv da vev tri devezh war-lerc'h e sebeliadur hag e chomas e-touez e ziskibion e-pad daou_ugent devezh a-raok o c'huitaat (Yaou Bask) hag o sikour da sevel e Iliz dre zegas dezho ar Spered Santel, trede an Dreinded (Pantekost).
Hemañ a brezegenne gant kalz a furnezh, a zisplege ar Skriturioù hag a baree an dud klañv e lec'h ma tremene en ur lakaat da intent e oa ar "Mesiaz", Salver Israel, ha mab da Zoue zoken. E vamm a oa anvet Mari ha hi dimezet da Jozef, ur c'halvez, met chomet gwerc'h, a oa bet goulennet diganti a-berzh Doue gant un ael, Gabriel, hag asantiñ a rafe da vezañ mamm d'ur bugel kaset gant Doue. An deiz ma vez lidet e c'hanedigezh, d'ar 25 a viz Kerzu, e Gouel Nedeleg a verk deroù bloazvezh kentañ an amzervezh kristen.

Kristenion a vez graet eus ar re a ra dave d'ar Jezuz-Krist-se emaomp o paouez brastaolenniñ. Tud all a nac'h gwirvoud istorek an dudenn, re all a nac'h e natur-Doue hag a sell outañ 'traken nemet evel un den, ha re all kalz raloc'h avat, 'traken nemet evel un doue.

Kredennoù pennañ ar Gristenion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet eo ar relijion gristen war dudenn Jezuz-Krist. Ar pezh a zo boutin d'an holl gristenien eo e kredont :

Ar gredenn-se a vez graet anezho "feiz kristen" gant ar gristenien. Er Grennamzer e oa Europa penn-da-benn evel ur bloc'h unvan a-walc'h a fed sevenadurezh, diwar ar fed relijiel-se anvet "ar Gristeniezh" pe ar C'hristenva, diforc'h-mat diouzh ar broioù all lezanvet païan pe pagan e Reter pellañ Europa (reter ar Balkanoù) hag e Su Spagn, takadoù bet gounezet ur poent 'zo bet diwar goust ar Gristeniezh eta, gant an armeadoù muzulmat.

Anvadurioù ar c'hredennoù kristen pe an ilizoù kristen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo ar gristenien e teir c'hredenn zisheñvel evit ar pezh a sell ouzh elfennoù all, nebeutoc'h a bouez dezho, eus ar feiz kristen. Dre-se emañ :