Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
An eizhvet miz eus ar bloaz eo en deiziadur gregorian, hag an eil miz, war-lerc'h Gouhere, a zo en hañv penn-da-benn. Un deiz ha tregont zo ennañ.
Gwechall e oa miz labour an eost. Hiriv eo miz an hañvourien hag an douristed e Breizh, da vihanañ betek Hanter-Eost. Kalz a dud a soñj gante eo ar miz tommañ eus ar bloaz, ha koulskoude, hervez ar stadegoù, eo miz Gouhere.
En hanterenn hanternoz an Douar e klot gant miz C'hwevrer en hanterenn greisteiz.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dont a ra an anv eus hini an impalaer roman Augustus (Aogust e brezhoneg). Er bloavezh 8 kent JK e voe lakaet gantañ un deiz ouzhpenn er miz, tennet digant C'hwevrer, evit ma vije kement ha kement a zeizioù e miz Eost hag e miz Gouhere, miz Julius Caesar, e ziagentour e penn gouarnamant Roma.
- En e raok , en deiziadur roman , e oa ar c'hwec'hvet miz, anvet sextilis (diwar sextus, c'hwec'hvet). Kregiñ a rae ar bloaz e miz Meurzh abaoe 750 kent JK, en amzer kentañ roue Roma, Romulus.
- An eizhvet miz e teuas da vezañ pa voe lakaet ouzhpenn Genver ha C'hwevrer e penn kentañ ar bloaz en amzer ar roue Numa Pompilius war-dro 700 kent JK, pe pa voe tennet ar mizioù-se eus dibenn ar bloaz d'o lakaat en deroù gant an decemvired, war-dro 450 kent JK (dizemglev a oa etre ar skrivagnerien roman war ar poent-se).
- Roet e voe anv an impalaer Augustus e 8 kent JK abalamour ma c'hoarvezas meur a zarvoud a bouez en e vuhez er miz-se, evel trec'h Alexandria
Gerdarzh ha gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eus an anv Eost e teu ar gerioù
- an eost
- an eostad, pezh a vez dastumet pa reer an eost
- an eost-du, pa vez eostet gwinizh-du,
- an eost-gwenn, pa vez eostet gwinizh-gwenn,
- eostiñ, a zo dastum an eost
- an eosterien, eo an dud a ra an eost
- an eosterez, a zo ur mekanik da eostiñ, pe ur vederez,
- an eostig, ul labous kaer e vouezh
- an eostig-bailh hag an eostig-kuzh, laboused kar
- an eostig-laeron, ur benveg implijet gant al laeron da zigeriñ potailhoù;
- eostus, pa gomzer eus bloavezhioù esostus,
- an eostvezh, koulz an eost.
- an eostad, pezh a vez dastumet pa reer an eost
Gerioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An dibenn-eost , a zo un anv all d'an diskar-amzer .
- Hanter-Eost eo an anv a zo roet d'ar 15 a viz Eost.
E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En iwerzhoneg e vez laret Lúnasa, diwar Lughnasadh, diwar anv an doue Lugh, pe Lug. Lá Lúnasa eo anv ar c'hentañ a viz Eost.
- E finneg e vez laret elokuu, a dalv "miz an eost".