Degemer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

59 742 bennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Wiera Gran e 1946

Wiera Gran (1916 -2007), pe Weronika Grynberg, ganet e Rusia, a oa ur ganerez polonat yuzev. E-pad an Eil brezel-bed e kane an tango e ghetto Varsovia, en ostaleri Sztuka. Meur a bladenn he deus graet gant an anvioù Sylvia Green, Wiera Green.

Ganti e sone ar bianoourez Janina Pruszycka.

Tamallet e voe dezhi, e 1945, gant an aktour Jonas Turkow hag ar politikour Adolf Berman, labourat evit ar Gestapo e-barzh ghetto Varsovia hag er-maez, en Hotel Polski. Prosez a voe e 1947 dirak ar Sąd Obywatelski przy Centralnym Komitecie Żydów Polskich ("Lez Keodedourien Poellgor kreiz Yuzevien Polonia"), barnet e voe e 1949 ha lezet da vont dre ziouer a brouennoù.

Goude ur pennad en Israel e teuas da chom da Bariz. E 1980 ec'h embannas ul levr, Sztafeta Oszczerców, ma kont penaos e oa c'hoarvezet an traoù, hervezi, ha ma lavar eo Jonas Turkow a genlaboure gant ar Gestapo. E Pariz e varvas e 2007.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 17 a viz Gwengolo 2016 ha Keleier ar vro.

Ali Bongo

Keleier ar Wiki

* War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, hag ouzhpenn 59 000 pennad zo bremañ. Stabil e chom hor renk e-touez ar yezhoù all hag en 73vet renk emaomp e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre an albaneg hag ar belaruseg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.

* E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp atav en 78vet plas [2], etre ar pandjabeg hag ar c'hurdeg sorani. Ne labouromp ket a-walc'h war ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel tizh pe lipid ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 22 evit ar mare).

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.

* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus