ISBN

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An ISBN (International Standard Book Number = Reolniverenn etrebroadel al levrioù) a zo un niverenn implijet er bed a-bezh evit anavezadur pep levr embannet. Evit euunañ ar c'heveriañ dre urzhiataer eo bet ijinet ma vije simploch labour al levrdierien, al levrouegerien, an dasparzherien levrioù hag all. Graet e vez ivez gant al lavarenn kod ISBN.

N'eo ket memestra eget an ISSN (International Standard serial Number = Reolniverenn etrebroadel ar mareadegoù) hag a vez enskrivet war ar mareadegoù da lavaret eo ar c'helaouennoù, ar c'hazetennoù ha ivez evit niverenniñ dastumadegoù levrioù.

Neuz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An niverenn ISBN a ziskouez 3 heuliadenn sifroù kemmus o hirder hag un heuliadenn stabil he hirder, 10 sifr a ya e-barzh evit ober an holl hirder.
An 3 heuliadenn : A, B, C, D

Kemmus eo he hirder hervez fonnusted ar produerezh:
1 sifr evit ar yezhoù bras ar produerezh (saozneg, galleg, spagnoleg), muioc'h a sifroù evit yezhoù all, da skouer 9954 evit an arabeg marokan.
Ar 92 a zo evit an aozadurioù etrebroadel nemetken.
Evit anavezout ar c'hodoù e c'hellez mont da welout al lec'hienn saozneg http://www.isbn-international.org/en/identifiers/allidentifiers.html l.
N'eus ket a god ISBN evit ar yezhoù nebeut implijet evel ar brezhoneg (ISBN o kregiñ gant 2).


Menegiñ an ISBNoù war ar Wikipedia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit menegiñ an ISBNoù goude desrkrivadurioù reolataet al levrioù, n'eus nemet enskrivañ "ISBN +ur spas+ an niverenn hep tiredoù" (skouer : ISBN 123456789..)