Albert Einstein

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Albert Einstein

Ganet e oa bet Albert Einstein en Ulm (Bro-Alamagn) d'ar 14 a viz Meurzh 1879 ha marvet e Princeton (Jerzenez Nevez, Stadoù-Unanet) d'an 18 a viz Ebrel 1955.
Ur fizikour alaman eo bet a-raok bezañ anvroat (1896) ha suisat goude (1899) hag erfin amerikan (1940).

Embannet en deus teorienn ar relativelezh strizh e 1905 hag hini ar relativelezh hollek e 1915. A-drugarez dezhañ ez eus bet graet araokadennoù bras e mekanikerezh ar c'hwanta hag er gosmologiezh. Aet eo gantañ Priz Nobel ar fizik e 1921 en abeg ma voe gouest da zisplegañ an efed fotoelektrek. Anavezet eo gant tud e-leizh ar formulenn E=mc² a c'heller displegañ ganti peseurt galloud dibar a zeu eus an energiezh nukleel o tiskouez ar c'hevatalder etre danvez hag energiezh ur reizhiad


Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albert Einstein e 1925.
Un delwenn eus Albert Einstein, en Ulm

E dad, Hermann Einstein, a oa ganet d'an 30 a viz Eost 1847e Buchaun, ha marvet d'an 10 a viz Here 1902 e Milano. Eurediñ a reas gant Pauline Koch d'an 8 a viz Eost 1876. Tri bloaz goude, d'ar 14 a viz Meurzh 1879 e oa ganet Albert Einstein en o ranndi en Ulm en Alamagn ; O bugel kentañ e oa. Dihunet e oa e zudi evit ar skiantoù en e vugaleaj : gant un nadoz-vor pa oa 5 bloaz, ha gant al levr Biblig ar ventoniezh, da drizek vloaz.

Mont a reas d'ar skol kentañ hag eil derez en Hochschule Argovie e Suis, e lec'h ma tapas e skrid-testeni d'an 30 a viz Gwengolo 1896. Disoc'hoù dispar en deveze e matematik, met nac'hañ a reas studiañ ar vevoniezh ha skiantoù an Den, rak ne wele ket perak deskiñ danvezioù a oa bet studiet c'hoazh a-dreuz hag a-hed gant tud all. Dedennet eo gant ar skiant evel frouezh poell Mab-Den hag ar preder. Goulenn a reas gant e dad reiñ dezhañ ar vroadelezh suis a-benn mont davet e diegezh divroet e Milano en Italia.

Lakaat a reas e anv e Skol politeknek kevredadel Zurich (ETH) e 1896 goude bezañ c'hwitet e arnodenn gentañ avat. Eno e teuas da vezañ mignon ar matematikour Marcel Grossmann, a skoazellas anezhañ diwezhatoc'h e mentoniezh dieuklidel. Anaoudegezh a reas ivez gant Mileva Maric, e bried kentañ. Tapout a reas e skrid-testeni e 1900. Anzav a ra avat en e vuhezskrid ne oa ket « gouest da heuliañ ar c'hentelioù, da skrivañ notennoù ha d'ober labour-skol »[1]. E-doug ar prantad-se e kreskas e anaoudegezhioù o studiañ e-unan hag o lenn levrioù dave, evel re Boltzmann, Helmholtz ha re Nernst. E vignon Michele Besso a lakaas anezhañ da zizoleiñ kealioù Mekanik Ernst Mach.

Hervez buhezskridoù disheñvel, e oa fall e stad a vuhez etre 1900 ha 1902 : lakaat a ra e anv evit meur a bost-labour hep bezañ degemeret. Nec'het e e dad gant e vizer hag e klask kavout ur post dehzañ en aner. Albert se résigne neuze da bellaat diouzh metoù ar skol-veur da gaout ur post er velestradurezh. E 1901 e embannas e bennad skiantel kentañ en Annalen der Physik, diwar-benn e enklaskoù a-zivout ar gapilarelezh. Ganet e oa e vugel kentañ, Lieserl, e diwezh ar bloavezh 1902. E-pad pell ne oa ket anavezet ar bugel-se gant an istorianed ha ne chom roud ebet anavet eus e vuhez. Albert ha Mileva a euredas e 1903, ur wezh roet dezhañ e aotre gant e dad war e dremenvan. E 1904 o deus ur bugel all Hans-Albert, ha goude Eduard Einstein en 1910.

E 1902 e kavas fred en ofis ar breouadurioù e Berne, ar pezh a ro peadra dezhañ da vevañ e-pad e enklaskoù. e-keit-se e savas an Akademiezh Olimpia gant Conrad Habicht ha Maurice Solovine, a droas e oberennoù e galleg diwezhatoc'h. En em vodañ a rae izili ar c'helc'h diviz-se, 49 straed Kramgasse, hag aozañ baleadennoù er menezioù. Einstein a rannas disoc'h e enklaskoù gant Conrad Habicht ha kas a reas dezhañ ar pennadoù a embann e 1905 diwar-benn diazezoù ar relativelezh strizh, martezeadenn ar c'hwanta gouloù ha damkan ar fiñv brownian, a zigor hentoù enklask nevez e fizik nukleel, mekanikerezh ar stered, ha kement zo. Diazezet eo ar pennad diwar-benn ar fiñv brownian war enklaskoù donaet diwezhatoc'h gant Einstein hag a gas d'e dezenn anvet Eine neue Bestimmung der Moleküldimensionen (Un didermenadur nevez eus ment ar molekulennoù en alamaneg), ha d'e ziplom doktorelezh d'ar 15 a viz Genver 1906[1].


E 1909 e oa anavezet Albert Einstein gant e bared, Planck ha Nernst peurgetket a bedas anezhañ da skol-veur Berlin. D'an 9 a viz Gouere 1909 e oa anvet doktor honoris causa gant skol-veur Genève.[1] Kinnigoù labour stank a oa graet outañ. E 1911 e oa pedet d'ar c'hentañ kendalc'h Solvay, e Belgia, a vode ar skiantourien ar muiañ anavezet. Anaoudegezh a reas eno gant Marie Curie, Max Planck ha Paul Langevin. E 1913, Albert a oa anvet en Akademiezh ar skiantoù Prusia.

E 1914 e rae e annez en Alamagn e Berlin evit meur a vloaz. Dont a reas da vezañ ezel eus Akademiezh roueel Berlin ar skiantoù hag al lizhiri. A-drugarez d'ar c'hinnigoù labour a reseve e teuas a-benn d'en em ouestlañ penn-da-benn d'e enklaskoù. Dispartiañ a reas Mileva hag Albert hag hennezh a grogas da zaremprediñ ur genitervez eus Berlin, Elsa. Pa darzhas ar c'hentañ Brezel Bed e embannas e venoioù peoc'helour. Prometet he doa kêr Berlin da bourchas un ti dezhañ met dont a reas da vezañ perc'henn war un dachenn e lec'h ma lakaas sevel un di gant e wenneien. Edo e Caputh, e-kichen lenn Havelsee, ul lec'h sioul ma c'halle bageal gant ur gouelier alies.

E 1916 e embannas ul levr a zisplege e zamkan eus ar gravitadur, anavet hiziv evel damkan ar relativelezh hollek. E 1919, Arthur Eddington a vuzuilhas diheñchadur gouloù ur steredenn pa dremen e-tal an Heol. An diheñchadur-se a oa unan eus rakweladennoù degaset gant e zamkan. Brud vras a zegasas an darvoud-se dehzañ hag Einstein a grogas d'ober kalz beajoù er bed adalek 1920. E 1925 e resevas ar vedalenn Copley, hag e 1928 e oa anvet prezidant eus Kevre Gwirioù Mab-Den. Kemer a reas perzh e 1928 er c'hentañ Kentel skol-veur Davos, gant kalz intelektualed all gall pe alaman. E 1935 e resevas ar vedalenn Franklin.

Teñvalaat a rae an aergelc'h en Alamagn er bloavezhioù 1920 ha rebechet e oa outañ e orin yuzev hag e venoioù peoc'helour. N'emedo ket e surentez ken en Alamagn abalamour da nerzh ar strolladoù broadelour alaman ha da hini an Nazied. Nebeut amzer goude ma erruas Hitler e penn ar Stad, e deroù 1933, e klevas e oa bet preizhet e di e Caputh gant an nazied, ha divizout a reas ne zistrofe ket d'ar Reich. Goude bezañ bet o chom pell war aod Belgia e reas e annez er Stadoù-Unanet, ma labouras en Institute for Advanced Study e Princeton. Pal e enklaskoù a oa sevel un damkan da unaniñ ar gravitadur hag an dredanwarellegezh, met ne zeuas ket a-benn, ha kement-se a viras outañ marteze a ober dizoloadennoù all war tachennoù frouezhusoc'h.

D'an 2 a viz Eost 1939, dindan levezon Eugène Wigner ha Leó Szilárd, fizikourien deuet eus Bro-Alamagn, e skrivas ul lizher da Roosevelt en do ur rol e deroù ar raktres Manhattan[2].

Mervel a reas d'an 18 a viz Ebrel 1955 diwar ur freuz anevrism, ha diskouez a ray ar c'horfskejadur e oa ur regresk en hemisferenn gleiz e empenn. Fennet e oa e ludu en ul lec'h dalc'het kuzh, diouzh e destamant. En desped d'e volentezioù diwezhañ avat e oa miret e zaoulagad hag e empenn gant ar mezeg-lezenn en doa kaset e gorfskejadur da benn.

E vab Eduard, a oa gant ur stumm skizofreniezh, a dremenas al lodenn vrasañ eus e vuhez en ur glinikenn eus Suis hag e vab all Hans-Albert a zeuas da vezañ ijinour e Kalifornia.

Labour skiantel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bloavezh 1905[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Frouezhus e oa ar bloavezh [1905] evit Einstein. Embannet e oa pevar fennad-skrid er gelaouenn Annalen der Physik :

Ar c'hentañ, a oa embannet e miz Meurzh, a zisplege ur mennozh dispac'hel diwar-benn naoutur rannigel ar gouloù, dre studi an efed fotoelektrek. Editl zo Diwar-benn ur mennozh heuristek a sell ouzh produadur ha treuzfurmadur ar gouloù. Danevell a ra eno e enklaskoù war orin ar c'has rannigoù, o kemer harp diwar labourioù Planck en doa savet, e 1900, formulenn ur skinadur muzuilhet, da lâret eo diskendalc'hus. Ret e oa bet da bPlanck displegañ ar skinadur gouloù kaset gant ur c'horf tomm en un doare a sebeze anezhañ : Da lakaat e formulenn da glotañ gant disoc'hoù an taolioù-arnod en doa ranket lakaat e ranne ar red rannigoù e bloc'hadoù energiezh, a anvas Kwanta. Daoust ma soñje dezhañ ne oa ket eus ar c'hwantaoù-se e gwirionez, stummet e oa e zamkan da labourat ha meur a fizikour a studias anezhi. Einstein a adimplijas disoc'hoù Planck da studiañ an efed fotoelektrek, ha klozañ a reas o lavaret en em zalc'he ar gouloù war un dro evel ur wagenn hag ur red rannig. An efed fotoelektrek en doa pourchaset ur gadarnadenn eeun eus martezeadenn ar c'hwantaoù savet gant Max Planck. E 1920, ar c'hwantaoù a oa badezet fotonioù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 1,2 « La thèse d’Einstein aux enchères ! », Futura-Sciences, 13 mars 2009
  2. Science & Vie Junior - Les Indispensables, n°4: La Seconde Guerre mondiale