Degemer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

56 995 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Ur bleiz gris

Ar bleizi a zo bronneged kigdebrer eus kerentiad ar c’h-Canidae. Kar int d’ar chas (Canis lupus familiaris). Kavet e vezont dre ar bed a-bezh ; e broioù Europa ez eo spesad ar bleizi gris (Canis lupus) a gaver.

Dre m’int bet chaseet e-pad pell int aet da get e meur a lec’h : n’o c’haver ket mui e Breizh abaoe dibenn an XIXvet kantved. Disheñvel-bras eo ment ha pouez ar bleizi hervez ar broioù ha brasoc'h int e broioù an hanternoz, evel Alaska. Peurliesañ o devez etre 1 metr hag 1,6 metr a hed hag etre 0,6 ha 0,9 metr a uhelder. Etre 33 ha 62 kg eo o fouez. An hini brasañ zo bet kavet, en Alaska, a boueze 80 kg ; lazhet e oa bet e 1939. Ar re vihanañ eo re an isspesad bleizi Arabia : ar parezed du-hont ne bouezont ket ouzhpenn 10 kg.

Liv o blev zo ur c’hemmesk gris, gell, gwenn, ruz ha du. Hervez an hiniennoù ha hervez al lec’h m’emaint o vevañ e c’hall bezañ disheñvel a-walc’h o liv. Bleizi gwenn a gaver er broioù ma vez erc'h er goañv.

Bevañ a ra ar bleizi a-strolladoù. Peurvuiañ ez eo kar an holl vleizi a gaver en ur strollad : ur c’houblad par ha parez hag o diskennidi. Gant ar parezed e vez un torad bep bloaz, etre miz Genver ha miz Ebrel, ennañ 5 pe 6 a re vihan peurliesañ. Kigdebrerien eo ar bleizi hag en em vagañ a reont diwar preizhoù a bep seurt, bras pe vihan : karveged, lern, logod ha krignerien bihan all, amprevanetaerienr. A-wechoù ivez, e lec’hioù zo, e c’hoarvez gant bleizi debriñ pesked, naeron, glazarded pe evned. Ral a wech e tagont loened doñv, evel deñved, givri pe leueoù.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare an 28 a viz Genver 2016 ha Keleier ar vro.

Rebelo de Sousa.png

Keleier ar Wiki

* War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, hag emaomp bremañ en tu-hont da 56 000 pennad. Stabil e chom hor renk e-touez ar yezhoù all hag en 72vet renk emaomp e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar c'hirgizeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.

* E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 78vet plas [2], etre ar birmaneg hag ar c'hurdeg sorani. Ne labouromp ket a-walc'h war ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel tizh pe penisilin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 22 evit ar mare).

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.

* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus