11 Du
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1765 : lakaet harz war Loeiz ar Chalotez hag e vab.
- 1918 : arsav-brezel evit echuiñ gant emgannoù ar Brezel bed kentañ.
- 1920 : ar Soudard dianav e Bolz-enor Pariz.
- 1942 : aloubet eo an Takad dieub gant al lu alaman.
- 1943 : sinet eo, etre Célestin Lainé hag ar c'horonal Hartmut Pulmer, kendivizad diazezadenn ar Bretonische Waffenverband der Sicherheitsdienst, da lâret eo ar Bezen Cadoudal.
- 1965 : embannet eo dizalc'hiezh Rodezia gant gouarnamant Ian Smith.
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1734 : František Martin Pelcl, yezhoniour ha skrivagner tchekek.
- 1804 : Paul Dupont des Loges, den a iliz breizhat.
- 1821 : Fyodor Dostoyevskiy, skrivagner rusianek.
- 1864 : Maurice Leblanc, skrivagner gallek, ijiner tudenn Arsène Lupin.
- 1885 : George Patton, milour ha jeneral amerikan.
- 1898 : René Clair, filmaozer gall.
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1623 : Philippe de Mornay, skrivagner ha den-stad gall (° 5 a viz Du 1549 e Buhy).
- 1855 : Søren Kierkegaard, prederour danat (° 5 a viz Mae 1813 e Kopenhagen (Danmark)).
- 1917 : Liliʻuokalani (bet ganet Lydia Liliʻu Loloku Walania Wewehi Kamakaʻeha), rouanez diwezhañ Hawaii (° 2 a viz Gwengolo 1838 e Honolulu.
- 1999 : Daniel Ivernel, aktour (c'hoariva ha sinema) gall.
- 2004 : Yasir Arafat, politikour palestinat, prezidant Aozadur Dieubiñ Palestina, Priz Nobel ar Peoc'h e 1994.
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik roman
- Sant Marzhin Teurgn, diazezer ar vanac'hegezh e Galia, eskob Teurgn (4e kantved)