15 Du
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1533 : kemeret eo Cuzco (Impalaeriezh Inka d'ar mare-se) gant lu spagnol Francisco Pizarro.
- 1853 : Pêr V a ya da roue Portugal.
- 1863 : Kristian IX (Danmark) a ya da roue Danmark.
- 1884 : deroù Kuzuliadeg Berlin.
- 1889 : goude un taol-stad a-enep an impalaer Pedro II e teu Brazil da vezañ ur republik.
- 1971 : lakaet e gwerzh kentañ mikroprosesor, Intel 4004 an anv anezhañ.
- 1999 : embannet eo al lezenn niverenn 99/944 a laka e pleustr an Emglev keodedel a gengred (PACS e galleg).
- 2003 : marv 12 Breton war chanterioù Sant-Nazer e-pad gweladeg kentañ ar familhoù pa oa bet nevez-echuet sevel ar mordreizher Queen Elisabeth 2.
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1708 : William Pitt an Henañ, den-stad saoz ha kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet.
- 1738 : William Herschel, steredoniour alaman, dizoloer ar blanedenn Sadorn.
- 1793 : Michel Chasles, matematikour gall.
- 1881 : Liam Mac Piarais pe William Pearse, breur Padraig Pearse, broadelour iwerzhonat (lakaet d'ar marv d'ar 4 a viz Mae 1916).
- 1886 : René Guénon pe ’Abd al-Wâhid Yahyâ c'hoazh, metafizikour gall broadet ejiptat.
- 1891 : Erwin Rommel, marichal alaman e-pad an Eil Brezel-bed.
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 565 : Justinian I, Impalaer Bizantion.
- 1630 : Johannes Kepler, steredoniour alaman.
- 1787 : Christoph Willibald Gluck, sonaozour c'hoarigan alaman.
- 1839 : William Murdoch, ijinour skos.
- 1916 : Henryk Sienkiewicz, skrivagner eus Polonia, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh.
- 1975 : Gérard Verdeau, krouer ar gevredigezh Breiz Santel e 1952.
- 1976 : Jean Gabin, aktour gall.
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik roman:
- Sant Maloù, eskob-abad kembread dre orin ha deuet da Aled e kostez Sant Aaron, penitiour (649);
- Sant Alberzh Veur, dominikan ha doueoniour alaman (1280).