10 Du
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1449 : dieubet eo Rouan diouzh ar Saozon.
- 1775 : krouidigezh Bagad Marines pe USMC Stadoù Unanet.
- 1871 : adkavet eo David Livingstone gant Henry Morton Stanley en Ujiji (Tanzania).
- 1928 : aet Hirohito da 124re Impalaer Japan e Kyoto.
- 1956 : flastret an dispac'h e Hungaria gant al Lu Ruz.
- 1989 : roet lamm da Dodor Jivkov, penn komunour Republik Pobl Bulgaria.
- 1994 : anavezet eo Koweit gant Republik Irak.
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1483 : Martin Luther, teologour, diazezer ar Brotestantiezh († 18 a viz C'hwevrer 1546 en Eisleben (Impalaeriezh santel roman german d'ar mare-se)).
- 1668 : François Couperin, sonaozer gall († 11 a viz Gwengolo 1733 e Pariz).
- 1697 : William Hogarth, engravour ha livour saoz († 26 a viz Here 1764 e Londrez).
- 1879 : Pádraig Mac Piarais pe Patrick Pearse, skrivagner hag emsaver iwerzhonat († (kaset d'ar marv) 3 a viz Mae 1916 toullbac'het e Dulenn (Iwerzhon)).
- 1888 : Andrei Tupolev, savour kirri-nij rusian († 23 a viz Kerzu 1972 e Moskov).
- 1925 : Richard Burton, aktour kembreat († 5 a viz Eost 1984 e Céligny (Suis)).
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 461 : sant Leon Iañ pe Leon Veur, 45vet pab eus 440 betek e varv (° e-tro 390 e Toskana).
- 1549 : Paol III (bet ganet Alessandro Farnese), 220vet pab (° 29 a viz C'hwevrer 1468 e Canino).
- 1753 : Bertrand-François Mahé de La Bourdonnais, merdeer gall (° 11 a viz C'hwevrer 1699 e Sant-Maloù).
- 1891 : Arthur Rimbaud, barzh gall (° 20 a viz Here 1854 e Charleville).
- 1938 : Mustafa Kemal Atatürk, kentañ prezidant Republik Turkia (° 19 a viz Mae 1881 e Salonika (Impalaeriezh otoman d'ar mare-se)).
- 1968 : Victoriano Santos Iriarte, melldroader etrrebroadel uruguayat.
- 1981 : Abel Gance (Abel Eugène Alexandre Perthon e anv gwir), filmaozer gall (° 25 a viz Here 1889 e Pariz).
- 1982 : Leonid Brejnev, (Леонид Ильич Брежнев) politikour ha den-Stad rusian (° 19 a viz Kerzu 1906 e Kamenskoïe (Impalaeriezh rusian d'ar mare-se)).
- 2008 : Miriam Makeba (Zenzile Makeba Qgwashu Nguvama hec'h anv gwir ha lesanvet Mama Afrika), kanerez suafrikan (° 4 a viz Meurzh 1932 e Johannesburg (Suafrika)).
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sant an deiz : Sant Govrian
-
- sant Leon Veur, 45vet pab (440-461)
- Sant Just, eskob kentañ Kêr-Rochester (Bro-Saoz)
- Sant Gouvrian, eskob Gwened ha goude penitiour e Sant-Servan, enoret e Maezkêr ha Morieg.