20 Mezheven
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 451 : en Emgann Chalons eo trec’h ar Roman Flavius Aetius war Attila hag an Huned.
- 1960 : dizalc’hiezh Mali ha Senegal.
- 1991 : divizout a ra parlamant Alamagn adlakaat Berlin da gêr-benn e-lec’h Bonn.
Sportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1928 : 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Brest (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Pé Verhaegen (Belgia).
- 1942 : rannet eo Kevre mell-droad ar C'hornôg etre Poellgor Breizh ha Poellgor Anjev.
- 1971 : gounezet e eil Kib vell-droad Bro-chall gant Stad Roazhon UC, trec'h 1-0 war Olimpek Lyon.
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1763 : Wolfe Tone, brogarour iwerzhonat († 19 a viz Du 1798 e Dulenn (Iwerzhon)).
- 1819 : Jacques Offenbach, sonaozer alaman († 5 a viz Here 1880 e Pariz).
- 1876 : Romuald Joubé, aktour c'hoariva ha sinema gall.
- 1899 : Jean Moulin, politikour gall († 8 a viz Gouere 1943 war-dro Metz).
- 1909 : Errol Flynn, aktour aostralian-amerikan († 14 a viz Here 1959 e Vancouver (Kanada)).
- 1924 : Chet Atkins, gitarour amerikan († 30 a viz Mezheven 2001 e Nashville (Stadoù Unanet)).
- 1928 : Jean-Marie Le Pen, politikour gall.
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1597 : Willem Barents, merdeer izelvroat (° e-tro 1550 e Skylge (Izelvroioù)).
- 1815 : George Montagu, naturour saoz (° 1753).
- 1837 : William IV ar Rouantelezh-Unanet, roue ar Rouantelezh Unanet ha Hannover adalek 1830 betek e varv (° 21 a viz Eost 1765 e Palez Buckingham (Bro-Saoz)).
- 1870 : Jules de Goncourt, skrivagner gall (° 17 a viz Kerzu 1830 e Pariz).
- 1888 : Johannes Zukertort, mestrc'hoarier echedoù poloniat (° 7 a viz Gwengolo 1842 e Lublin (Polonia)).
- 1933 : Clara Zetkin, gomunourez alaman (° 5 a viz Gouere 1857 e Wiederau, Saks).