Hong Kong

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn a ziskouez e pelec'h emañ Hong Kong e Sina
Banniel Hong Kong

Hong Kong (Sinaeg 香港 xiānggǎng pe Hēunggóng, da laret eo porzh ar c'hwezhioù-mat pe « porzh porfumet »), diouzh hec'h anv ofisiel Rannvro velestradurel arbennik Hong Kong eus Republik pobl Sina, eo ar brasañ hag ar muiañ poblet eus an div Rannvro velestradurel arbennik (RVA) eus Republik pobl Sina (RPC). Macao eo eben. War-dro 7 milion a annezidi zo enni.

Emañ Hong Kong war ribl reter Stêr ar Perlez, en aod Su Sina war vord Mor Sina ar Su. Stok eo ouzh proviñs Guangdong en norzh. Hong Kong eo ar gêr binvidikañ eus Republik pobl Sina. Hec'h ekonomiezh zo unan eus ar re ar muiañ frankizour er bed. Ur greizenn vras arc'hanterezh ha kenwerzh eus ar bed eo.

Adalek Skrid-emglev Nankin e 1842 e teuas da vezañ un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet. Restaolet da Sina e 1997, met chom a ra Hong Kong disheñvel a-grenn diouzh ar peurrest eus Sina. Ul Lezenn diazez a reol e renad politikel. Heuliañ a ra ar bennaenn « ur vro, div reizhad », a ro an tu da Hong Kong da viret he reizhiad lezennoù, he moneiz, he reizhiad politikel, he skipailhoù sport etrebroadel hag he lezennoù diwar-benn an embroerezh. Hervez disklêriadenn gumun Sina ha Breizh-Veur he deus prometet Republik pobl Sina e virfe Hong Kong un doare emrenerezh betek 2047 d'an nebeutañ, da laret eo 50 vloaz goude ar cheñchamant Stad.

20 500 keodedad eus Breizh-Veur zo o chom e kêr (25 500 e oant e 1996). Ar pep brasañ anezhe zo divroidi implijet gant embregerezhioù etrebroadel pe embregerien zo o chom eno gant o ziegezh. Abaoe ar cheñchamant Stad o deus miret ar straedoù o anvioù doubl, e saozneg hag e kantoneg.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]