Degemer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

54 410 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Ur c'hoari backgammon, ennañ un tablez, daou re 15 jedouer, daou rumm diñsoù, un diñs doublañ ha daou gorned.

Unan eus ar c'hoarioù stroll koshañ evit daou zen eo ar backgammon (distaget /'bæk,gæmən/ pe /bæk'gæmən/ e saozneg).
Hervez disoc'h bannadennoù diñsoù e vez c'hoariet, ha trec'h eo an den kentañ a zeu a-benn da dennañ e holl jedoueroù a-ziwar an tablez. Un ezel kozh eus familh koshoc'h c'hoazh ar c'hoarioù tablez eo ar backgammon.

Daoust da berzh ar chañs e red hag e disoc'h un taol ez eo pouezusoc'h hini ar strategiezh war hirdermen. Da bep bannadenn an diñsoù e rank pep den diuzañ a-douez meur a zibab evit dilec'hiañ e jedoueroù ha rakjediñ enepfiñvoù a-berzh an den arall.
Bez' ez eus eus ul listennad eus ar c'haderezhioù hag an degouezhioù a c'hoarvez an aliesañ.

Evel an echedoù ez eo bet studiet-pizh ar backgammon gant ar stlennegourion, ha da zisoc'h o enklaskoù ez eus bet embannet meziantoù galloudusoc'h-galloudusañ, betek bout trec'h war gwellañ c'hoarierion ar bed.

Gerdarzh

Ur ger saoznek eo backgammon, testeniekaet abaoe 1640.

  • Back "kil" eo elfenn gentañ ar ger, abalamour ma rank lod jedoueroù kilañ a-wechoù ; eus ar c'hrennsaozneg gamen, en deus roet game "c'hoari" e teu eil elfenn backgammon.
  • Tables "taolioù" (ar pezhioù-arrebeuri, kar d'ar brezhoneg "tablez" a-hend-all) e oa anv ar c'hoari eus an XIIIvet kantved betek ar XVIIvet kantved.
  • Kement ha "trec'h er c'hoari backgammon" e talvez an anv-kadarn ivez, pa vez tric'hementet an niver a boentoù pergen. En hevelep degouezh ec'h implijer ar verb to backgammon, "bout trec'h dre dric'hementiñ an niver a boentoù er c'hoari backgammon". (muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 4 a viz Eost 2015 ha Keleier ar vro.

Chris Froome

Keleier ar Wiki

* War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, hag emaomp bremañ en tu-hont da 54 000 pennad. Stabil e chom hor renk e-touez ar yezhoù all hag en 71vet renk emaomp e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg ha kreoleg Haiti. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.

* E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ er 77vet plas [2], etre an astureg hag ar birmaneg. Ne labouromp ket a-walc'h war ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel tizh pe penisilin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 21 evit ar mare).

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.

* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus