Degemer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

49 703 fennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, an 70vet yezh tizhet ganti 45 000 pennad !

Pennad ar miz

Menezioù A' Chuith-raing, en enez Sgitheanach

Enez Sgitheanach (Skye e saozneg) zo un enezenn e Bro-Skos, ar vrasañ eus an Inizi Gall tostañ hag an hini zo ar pellañ en hanternoz.

Emañ poblañs Sgitheanach o kreskiñ: 9 200 a dud a oa eno e 2001. Ur pont zo da zont eus an douar-bras. Port Rìgh eo ar gêr vrasañ, er reter ; ur porzhig koant eo. Un drederenn eus an enezourien a gomz gouezeleg.

An eil enezenn vrasañ eus Bro-Skos eo enez Sgitheanach war-lerc'h an hollad Leòdhas ha Na Hearadh. A-hed an aod e kaver ledenezioù ha plegoù-mor hag e-kreiz ez eus menezioù, ha dreist-holl menezioù An Cuiltheann.

Brudet eo kened ar vro, ar sevenadur gouezelek, al loened gouez (erered, demmed, eoged).

Diazezet eo armerzh an enezenn war an touristerezh, gant gweladennerien a zegouezh a-vernioù e-pad an hañv, war ar sevel eoged, hag ar wiski, evel hini Talisker.

E-pad meur a gantved e voe enez Sgitheanach etre krabanoù ar Vikinged ha ne voe staget ouzh rouantelezh Bro-Skos nemet e 1266.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 27 a viz Mezheven 2014 ha Keleier ar vro.

Bonedoù Ruz dirak ar prefeti gall e Kemper
Juan Carlos, roue Spagn

Keleier ar Wiki

* War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, hag aet omp en tu-hont da 49 000 pennad. Stabil e chom hor renk e-touez ar yezhoù all hag en 71vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre an albaneg hag ar javaeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.

* E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 73vet plas [2], etre ar pandjabeg hag ar winarayeg. Ne labouromp ket a-walc'h war ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel torzhellegezh pe spered ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 21 evit ar mare).

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.

* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus