Platon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lodenn eus Skol Aten, gant Raffaello

Platon (e henc'hresianeg Πλάτων, Plátôn) a oa ur prederour gresian ganet en Aten, e 427 kent J.-K. ha tremenet e 348 kent J.-K.). Lesanvet eo bet « Platon doueel » ha sellet e vez outañ alies evel ouzh unan eus ar c'hentañ prederourien vras eus ar brederouriezh kornôgat. Hervez ur frazenn vrudet gant Alfred North Whitehead, « Ar surañ deskrivadenn hollek eus hengoun european ar brederouriezh zo lâret ez eus anezhi un heuliad notennoù da oberennoù Platon. »[1].

Pinvidik-kenañ eo prederouriezh Platon. seblantout a ra n'eus kudenn pe goulenn ebet na vije bet studiet gantañ. Studiet en deus Platon koulz ar brederouriezh politikel, prederouriezh ar vuhezegezh, damkaniezh an anaoudegezh, ar gosmologiezh hag ar genedouriezh. Alies c'hoazh e vez breutaet diwar-benn e vennozhioù gant ar brederourien a vremañ. Karl Popper en deus kavet abeg e kreiz an XXvet kantved e « komunouriezh Platon », da skouer, tra m'eo bet difennet ar blatonouriezh hiziv an deiz koulz gant Frege ha gant Russell.

Skrivet en devoa diwar-benn Sokrates, e vestr.

Buhez[kemmañ]

Platon

N'eo ket anavezet-mat buhez Platon c'hoazh ; evel evit kalz prederourien all eus an henamzer e vez diaes alies lakat kemm etre ar pezh a denn d'an istor, d'ar vojenn pe d'ar fistilherezh.

Ganet e oa bet dindan arc'honterezh Aminias, un 21 a viz Mae, e Aten, e demos Kollitos e 428/427 ha tremen a reas e 348 en ur friko eured. Dont a rae eus ur familh brientinien : e dad, Ariston, a embanne diskenn eus diwezhañ roue Aten (Kodros), hag e vamm, Periktione, a ziskenne eus un Dropides bennak, tost da Solon. Kenitervez Kritias, unan eus an tregont tirant, e oa ivez.

Prederouriezh Platon[kemmañ]

Sokrates ha Platon[kemmañ]

Kejadenn Sokrates ha Platon zo bet pouezus-tre evit emdroadur e breder. E preder Sokrates an hini eo en deus kavet Platon kellid un niver eus e gelennadurezhioù ha pa vefe war dachenn ar vuhezegezh, hini ar brederouriezh politikel pe evit pezh a sell kelennadurezh ar mennozhioù.

Ken bras e oa bet levezon Sokrates war Blaton m'eo bet skrivet oberenn hemañ ziwezhañ en eñvor Sokrates e vestr, evit ul lodenn vras, evel m'en diskouez dreist-holl ar Fedon, ar Banvez hag Apologiezh Sokrates.

An ere-se ken start a liamm preder Platon zo kaoz ma vez diaes alies lakaat kemm etre ar Sokrates gwirion an istor ha Sokrates Platon, seul vui ma'z eo skridoù Platon an testenioù pinvidikañ hon eus diwar-benn Sokrates, hag a bell.

Oberennoù[kemmañ]

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : platon.

Mont a ra 35 diviz, lizhiri, ul levr termenadurioù ha c'hwec'h diviz apokrif d'ober hollad oberenn Platon.

  • Divizoù zo diasur o gwirionder :
  • Divizoù apokrif :
    • Aksioc'hos
    • Diwar-benn ar Justis
    • Diwar-benn ar vertuz
    • Demodokos
    • Sisifos
    • Eriksias

Levrlennadur[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Mammennoù kentañ (gresian ha Roman)[kemmañ]

Studiadennoù[kemmañ]

Gwelet ivez : Levrlennadur platonouriezh 1992-1994 gant Luc Brisson.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Patrom:Autres projets

Notennoù[kemmañ]

  1. A. N. Whitehead, Process and Reality, 1929