* War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, hag aet omp en tu-hont d'ar 46 000 pennad e miz Gouhere 2013. Koll a reomp tachenn avat war ar yezhoù all hag er 69vet renk emaomp e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar bosnieg hag ar javaneg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
* E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 72vet plas [2], etre ar mirandeg hag ar pandjabeg, ha gounezet hon eus ur plasig. Met ne labouromp ket a-walc'h war ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel diamant pe gouarnamant ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 18 evit ar mare).
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !
|